Feur-emglev San Ildefonso (1796)
Neuz
Ur pennad Feur-emglev San Ildefonso zo ivez.
Feur-emglev San Ildefonso, d'an 18 a viz Eost 1796, a oa un emglev kuzh etre Spagn ha Bro-C'hall a-enep Bro-Saoz, hag a deue goude Feur-emglev Basel e 1795.
Sinet e voe gant Manuel Godoy, en anv ar roue Carlos IV, hag ar jeneral Catherine-Dominique de Pérignon, kaset gant an Direktoer gall, e Palez La Granja de San Ildefonso.
En em glevet e oa an div vro evit en emzifenn diouzh al listri saoz a lamme war al listri gall ha spagnol pa dreuzent ar Meurvor Atlantel etre Amerika hag Europa.
Mennad Bro-C'hall e oa neuze terriñ an emglev etre Saoz ha Portugal, evit ma vije serret perzhier portugal ouzh al listri saoz hag enebiñ ouzh kenwerzh hag ekonomiezh Bro-Saoz.