Astat
Poloniom – Astat – Radon | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 85 | |||
Rummad kimiek | Halogenoù | |||
Strollad | 17 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | p | |||
Tolz atomek | 209,987 | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Xe] 4f14 5d10 6s2 6p5[1] | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 7 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | -1, +1, +3, +5, +7 | |||
Tredanleiegezh | 2,20 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 930,118 kJ/mol | |||
Skin atomek | 202 pm | |||
Skin kenamsav | 148 pm | |||
Skin Van der Vaals | 202 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | (stlenn ebet) | |||
Teuzverk | 302 °C | |||
Bervverk | 337 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) | |||
Neuz an elfenn | ||||
? (Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder) | ||||
Un elfenn gimiek eo an astat ; At eo e arouez kimiek, 85 e niver atomek ha 209,987 e dolz atomek.
Un halogen eo hervez an darn vuiañ eus ar skiantourien, met ur metaloid eo hervez lod all anezho ; tabut zo c'hoazh.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo bet kent bezañ kavet en natur. Skinoberiek-kenañ eo an astat.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En daolenn gentañ bet embannet gant Dmitriy Mendeleyev e 1869 e chome un toull er strollad VII dindan 53I (anvet J=127 gantañ) ; goude labourioù ar fizikour danat Niels Bohr war framm an atomoù e voe diouganet e vije un halogen eus an elfenn dianav er strollad VII goude 53I. Skiantourien a glaskas an elfenn en natur, hep dont a-benn avat rak ne vez ket muioc'h eget 28 gramm ag astat war un dro e krestenenn an Douar[2].
Adal neuze e kredjod peder gwezh bezañ kavet an elfenn — anvet alabamine e Stadoù-Unanet Amerika e 1937, dakan en Indez Breizhveurek (Bangladesh hiziv) e 1937, helvetium e Suis e 1940 hag anglo-helvetium e 1942 e Suis adarre.
E 1940 ivez avat e voe hiniennekaet an elfenn 85 e Skol-veur Kalifornia e Berkeley gant an Amerikaned Dale R. Corson, Kenneth Ross MacKenzie hag an Italian Emilio Segrè dre vombezenniñ bismut-209 gant rannoùigoù α[3] ; eus an henc'hresianeg αστατος astatos "distabil" e teu anv an elfenn 111, abalamour ma kemm buan he stad dre he skinoberiegezh.
E 1943 e voe kavet astat en natur[4] evel an disoc'h eus skinoberiegezh 87Fr, 90Th, 91Pa ha 92U[5].
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-douez 101 elfenn gentañ an daolenn, 87Fr hepken zo distabiloc'h c'hoazh eget 85At, a zo skinoberiek-kenañ hag a dro buan da izotopoù 85At all, da vismut 83Bi, da boloniom 84Po pe c'hoazh da radon 86Rn.
Dre ma n'eus izotop At ebet gant un hanter-vuhez hiroc'h eget 12 eurvezh ne c'haller ket kevanaozañ kementadoù bras ag astat, diaes eo neuze ober enklaskoù don war e zivoud — mar deujed a-benn da genderc'hañ ur bloc'had astat ez aje da c'haz kerkent en abeg d'ar wrez a vez ganet gant e skinoberiegezh.[6]
Dre geñveriañ gant an elfennoù amezek, dre ober gant hentennoù arlakadel pe gantouezel neuze ez eus bet termenet un nebeud eus perzhioù an astat.
Perzhioù fizikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teñvaloc'h-teñvalañ eo liv an halogenoù : hogos diliv eo 9F, gwer splann eo 17Cl, gell eo 35Br ha gris teñval eo 53I — mar kendalc'h 85At gant an tech-se e rankje bezañ du ha kalet mard eus un halogen gwirion anezhañ, pe liv ur metal teñval mard eus ur metaloid anezhañ.
Mard eo an astat e strollad an halogenoù ez eo uheloc'h e deuzverk (302°C) hag e vevverk (332 °C) eget re an halogenoù skañvoc'h, hogen arnodennoù zo a hañval diskouez e vije izeloc'h ar gwrezverkoù-se eget ar re c'hortozet digant an halogen pounnerañ[7].
Perzhioù kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre imbourc'hiñ dileizhadoù astat ez eus bet kavet kalz muioc'h a berzhioù a denn d'an halogenoù eget a re a denn d'ar metaloù, hogen an daou a gaver evelato.
Evel an halogenoù e c'hall an astat genel anion, hag evel an iod ez eo tost da vezañ ul ledreüzenn — ar pezh a zo gwir gant 86Rn ivez, a zo ur gaz nobl ha n'eo ket un halogen[8].
Evel ar metaloù e c'hall an astat gwiskañ ur c'hatod, kendierc'hañ gant sulfatoù metaloù en drenkenn gloridrek HCl, genel kation e dileizhennoù trenk kreñv.
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez anavezer 32 izotop eus At, distabil ha skinoberiek an holl anezho.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez |
---|---|---|
209At | kevanaozet | 5,41 eurvezh |
210At | kevanaozet | 8,1 eurvezh |
211At | kevanaozet | 7,21 eurvezh |
Kenderc'hadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An izotop At-211 eo a vez kerderc'het ez-greantel a-benn e arverañ er vezegiezh nukleel. War-dro 25 µg a vez gounezet bewezh dre vombezenniñ Bi-209 gant He-4.
Stummadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit prientiñ ar pal e lakaer bismut war ur gorread aluminiom, aour pe gouevr dre euflennadur katodek ; etre 50 ha 100 mg bismut dre cm2 zo rekis. Goude-se e kendeuzer ar gwiskad bismut gant ur blakenn gouevr kent lakaat ar pal en un aergelc'h nitrogen hag e yenaat gant dour a-benn ma ne yaje ket an At-211 da c'haz kerkent ha gounezet.
Lakaet e vez ar pal en ur c'hwimmer rannoùigoù (ur c'hiklotron) evit lakaat ar bismut da gejañ ouzh rannoùigoù α ganet gant He-4 ; nebeutoc'h eget 30 MeV eo ar gremm rekis, rak da 40 MeV e c'hounezer At-210 ha da 60 MeV e c'hounezer At-209 e-lec'h At-211.
Setu amañ an dazgwered a ranker kaout :
209 | Bi + | 4 | He → | 211 | At + 2 | 1 |
83 | 2 | 85 | 0 |
Disrannadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]At-211 zo bet gounezet neuze ; ret eo e zisrannañ diouzh ar pal ha diouzh an izotopoù all a zo bet ganet ivez.
|
War-dro 30% ag At-211 a c'haller kenderc'hañ dre an argerzh kemplezhek-se.
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er vezegiezh nukleel neuze ez implijer At-211 a-drugarez d'e hanter-vuhez a 7,21 eurvezh hag d'e c'halloud da vont e gwiadoù a zo hep mont er gwiadoù amezek : 70 µm eo donder intradur ar rannoùigoù α ganet gant At-211 er gwiadoù, p'eo tost da 2 mm hini rannoùigoù β I-131, an izotop all a vez arveret an aliesañ er vezegiezh nukleel.
En abeg da gement-se ez implijer At-211 da ober war-dro ar wagrenn skoed : ne ya ket don a-walc'h da dizhout an arskoedenn a zo amezek. Gwelloc'h eo ober gant At-211 en abeg d'e hanter-vuhez verr.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 'Royal Society of Chemistry'. Kavet : 25 Meurzh 2021.
- ↑ CLOSE Frank E., Particle Physics — A Very Short Introduction, Oxford University Press, USA, 2004, 160 pajenn, ISBN 978-0-19-280434-1 (en)
- ↑ Physical Review Online Archive (en) Liamm oberiant 04 GEN 13
- ↑ Springer (de) Liamm oberiant 04 GEN 13
- ↑ Inorganic Chemistry pp. 402 ha 1095.
- ↑ EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements pp. 57-58.
- ↑ Mendeley (en) Liamm oberiant 04 GEN 12
- ↑ Inorganic Chemistry p. 282.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- HOLLEMAN Arnold F, WIBERG Egon & WIBERG Nils, Inorganic Chemistry, Academic Press Inc., 2001, ISBN 978-0-12-352651-9 (en) Google Books (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 12
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |