Mont d’an endalc’had

Ar Re Reizh a-douez ar broadoù

Eus Wikipedia
Diplom roet d'Ar Re Reizh a-douez ar broadoù

Ar Re Reizh a-douez ar broadoù (hebraeg : חסידי אומות העולם‎, khassidey umot ha-olam  Ar Re Reizh eus broadoù ar bed ) zo un titl a enor roet gant Stad Israel d'an dud na oant ket Yuzevien a lakaas o buhez en arvar evit saveteiñ Yuzevien e-pad an Eil Brezel-bed. Ul lavarenn eus ar Yuzevegezh tennet eus an Talmud eo (Levrenn Baba Batra, 15b). Troet ger-ha-ger e talvez « ar re vrokus a-douez broadoù ar bed ».

E 1953, ar C'hneset (parlamant Israel), o paouez sevel lec'h koun Yad Vashem e Jeruzalem a oa gouestlet da dud ar Shoah, a zivizas enoriñ « ar re reizh a-douez ar broadoù » o doa lakaet o buhez en arvar da saveteiñ Yuzevien ». Roet e vez an titl a hini reizh en anv Stad Israel gant lec'h koun Yad Vashem. D'an 21 a viz Genver 2021 e oa 27712 den enoret evel-se[1], bev pe aet da Anaon, e-touez 51 bro. Polonia, an Izelvroioù hag ar Frañs eo ar broioù zo bet medalennet enne ar muiañ a geodediz[2]. En holl ez eus bet savetaet kantadoù a viliadoù a dud gant ar Re Reizh. E mirdi Yad Vashem e kêr Jeruzalem emañ ar roll anezho.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 'Statistiques'. Kavet : 2020-11-17..
  2. 'Sauvetage par des Justes parmi les Nations'. Kavet : 2021-06-30.