Amfion
Amfion (henc'hresianeg: Ἀμφίων) a oa mab da Zeus ha da Antiope, ha breur gevell Zethos, ha roue Thebai. Soner ha barzh e oa ivez.
Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwallet e oa bet o mamm Antiope gant Zeus, ha hi da dec'hel gant ar vezh da Sikyon. Eno e timezas d'ar roue Epopeos. Arsailhet e voe Sikyon gant un arme eus Thebai, renet gant Lykos pe gant e vreur Nykteüs, ha kaset e voe ar vaouez d'ar gêr da vout kastizet. Gwilioudiñ a reas war hent ar gêr, ha genel daou vab en ur c'hofad. Ret e voe dezhi diskouez anezho d'ar bobl war ar menez Kithairon, ma voe laosket ar vugale, ha kaset o mamm da Dhebai da vout sklavez gant ar rouanez Dirke.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hag ar vugale gaezh dilaosket war ar menez Kithairon gant o eontr kriz, Lykos, roue Thebai. Kavet e voent gant mesaerien avat, ha desavet gante.
Meur a vloaz goude e tec'has Antiope hag e kavas he bugale war ar menez ma oant bet ganet. Pa oa bet graet vil d'o mamm gant Dirke ez ejont d'he lazhañ: staget e voe gante etre kerniel un tarv. Sevel a rejont un arme hag aloubiñ Thebai. Goude e voe savet mogerioù kêr Thebai gante, pep hini en e zoare.
Soner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Donet a reas Amfion da vout ur barzh hag ur soner ken barrek hag Orfeüs. Hennezh all a ouie sachañ al loened war e lerc'h, Amfion a c'halle lakaat ar vein da fiñval. Desket e oa bet gant an doue Hermes da seniñ fleüt ha lourenn.
Gwreg ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digant Niobe, merc'h da d-Tantalos, roue Lydia, en doa meur a vugel, an Niobeezed a vez graet anezhe. Met brasoni a savas enni, ha kunujenniñ an doueez Leto a gredas ober.
Sevel Thebai
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Zetos a zeuas da vout hemolc'her ha mesaer, troet gant ar sevel chatal. Sevel a rejont mogerioù en-dro da Gadmea, gwikadell Thebai. Zethos a zouge ar vein, hag Amfion a sone an delenn ken flour ma teue ar vein d'e heul ha ma'z aent o-unan d'al lec'h ma tleent[1]. Abalamour da se eo e teskas seniñ an delenn e doare Lydia, hag e lakaas teir c'hordenn outi ouzhpenn[2]. Dimeziñ a eure Zhetos gant Thebe, a roas hec'h anv da gêr Thebai.
Gwalleurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niobe, gwreg Amfion, he devoa ur ribitailh bugale, met c'hwezet e oa dezhi ha fae a reas war an doueez Leto ha n'he devoa nemet daou, Artemis hag Apollon. Da gastizañ Niobe ez eas bugale Leto da lazhañ hec'h holl vugale.
Neuze, hervez Ovidius, en em lazhas Amfion gant ar glac'har. Hervez Telesilla avat e voe lazhet a-gevret gant e vugale gant saezhadoù Artemis hag Apollon. Hyginus en deus skrivet ez eas da argadiñ templ Apollon a skoas e saezhoù outañ[3].
Zethos n'en doa nemet ur mab, a varvas war-lerc'h ur fazi graet gant e vamm Thebe, ma'z eas an tad d'en em lazhañ[4]. En Odysseia44 avat (el levr IX) e vez graet merc'h Pandareos eus gwreg Zethos, ha pa lazhas he mab Itylos a-greiz trelatiñ e voe troet en un eostig[5].
Goude marv Amfion ha Zethos e tistroas Laios da Dhebai ma voe lakaet da roue.
Evezhiadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a reer tostaat ar vojenn-mañ ouzh hini Kastor ha Polydeukes, en Hellaz, ha hini Romulus ha Remus e Roma gozh.
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tripp, Edward. Crowell's Handbook of Classical Mythology. New York: Thomas Crowell Company, 1970, p. 44.
- ↑ Tripp, Edward. Crowell's Handbook of Classical Mythology. New York: Thomas Crowell Company, 1970, p. 43
- ↑ Gantz, Timothy. Early Greek Myth. Baltimore: Johns Hopkins University Press, 1993, p. 539
- ↑ Tripp, Edward. Crowell's Handbook of Classical Mythology. New York: Thomas Crowell Company, 1970, p. 44
- ↑ Homer. The Odyssey. Trans. Richmond Lattimore. New York: Harper Collins, 1967, p. 295