Zethos

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Zethos (Ζήθος / Zếthos e gregach), a oa mab da Zeus ha da Antiope, ha breur gevell da Amfion e mojennoù Hellaz kozh. O-daou e voent dilaosket, war urzh o eontr Lykos, roue Thebai, war ar menez Kithairon ha roet repu dezho gant mesaerien ar c'hornad. Amfion a zeuas da vout soner, ha Zhetos a rae war-dro ar chatal.

Zethos a yeas war-lerc'h Lykos, en lazhas, hag a zeuas da vezañ roue Thebai en e lec'h. Dimeziñ a reas gant Thebe, a roas hec'h anv d'ar geoded.

Hervez Homeros en devoe ur mab Itylos digant Aedon. Met lazhet e voe gant e vamm un drovezh ma'z eas en egar.