Mont d’an endalc’had

Nikteüs

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nykteüs)

Nikteüs (Νυκτεύς e gregach) a oa roue Tebez, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Mab e oa d'an nimfenn Klonia, ha da Hirieüs, pe da C'hthonios, eontr da Greon. Breur e oa da Likos.
Ren a reas e Tebez goude marv Polidoros, hag e vreur Likos an hini a voe roue war e lerc'h. Gant Polikso en doe daou vugel: Antiope ha Nikteis.

Pa voe bet lardet e verc'h Antiope gant an doue Zeus e voe harluet gant he zad hag e tec'has da Sikion, e-ser ar roue Epopeüs, a zimezas dezhi. Taget gant an dic'hoanag en em lazhas Nikteüs, goude lezet gant e vreur Likos ar garg da gastizañ Epopeüs hag Antiope.

N'anavezas ket e zaou vab-bihan, Amfion ha Zetios.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]