Nykteüs

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nikteüs)
Mont da : merdeiñ, klask

Nykteüs (Νυκτεύς e gregach), a oa mab d'an nimfenn Klonia ha da Hyrieüs, pe da C'hthonios, eontr da Greon, ha breur e oa da Lykos.
Ren a reas e Tebez goude marv Polydoros, hag e vreur Lykos an hini a voe roue war e lerc'h.

Gant Polikso en doe daou vugel: Antiope ha Nykteis.

Pa voe bet lardet e verc'h Antiope gant an doue Zeus e voe harluet gant he zad hag e tec'has da Sikyon, e-ser ar roue Epopeüs, a zimezas dezhi. Taget gant an dic'hoanag en em lazhas Nykteüs, goude lezet gant e vreur Lykos ar garg da gastizañ Epopeüs hag Antiope.

N'anavezas ket e zaou vab-bihan, Amfion ha Zethos.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]