Polykso
Neuz
(Adkaset eus Polikso)
Polykso (Πολυξώ e gregach), zo anv div vaouez e mojennoù Hellaz kozh.
- un naiadenn eus ar stêr Nil, merc'h da Nilos. Unan eus priedoù Danaos e oa, ha daouzek merc'h o doe: Autonoe, Theano, Elektra, Kleopatra, Eurydike, Glaukippe, Antheleia, Kleodora, Euippe, Erato, Stygne, ha Bryke. Ar re-se a zimezas da zaouzek mab Aigyptos ha Kaliadne, c'hoar Polykso, ha lazhet e voe ar baotred gant o gwragez e-kerzh an nozvezh-eured[1].
- un naiadenn all (pe ar memes hini), gwreg Nykteüs, ha mamm Antiope.