30 Eost
Neuz
(Adkaset eus 30 a viz Eost)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1922 : dibenn Emgann Dumlupinar o lakaat un dermen da Vrezel dieubidigezh Turkia.
- 1933 : krouidigezh aergompagnunezh c'hall Air France.
- 1980 : Bernard Hinault, marc'hhouarnour breizhat, a ya da gampion ar bed marc'h-houarn war hent e Sallanches (Haute-Savoie).
- 1990 : embannet eo gant Sovied-Meur Tatarstan e zizalc'hiezh diouzh Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.
- 1991 : Azerbaidjan dizalc’h diouzh Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.
- 1992 : kentañ trec'h ar reder kirri-tan alaman Michael Schumacher e redva-kirri Spa-Francorchamps (Belgia).
- 1993 : peurechu eo Moskeenn Hassan II uhelañ ar bed he zour, e Casablanca (Maroko).
- 1999 : referendom war dizalc’hiezh Timor ar Reter.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1797 : Mary Shelley, skrivagnerez saoznek, krouerez an danevell Frankenstein; or, The Modern Prometheus.
- 1811 : Théophile Gautier, arzvarnour, barzh ha skrivagner gallek.
- 1852 : Jacobus Henricus van 't Hoff, kimiour izelvroat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1901.
- 1856 : Émile Guépratte, ofiser meur a vor gall.
- 1871 : Ernest Rutherford, fizikour ha kimiour zelandneveziat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1908.
- 1912 : Edward Mills Purcell, fizikour stadunanat, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1952.
- 1927 : Giorgio Porreca, mestrc'hoarier echedoù italian, skrivagner ha troer.
- 1930 : Mauro, melldroader etrebroadel brazilian.
- 1937 : Yann-Bêr Piriou, skrivagner ha barzh breizhat.
- 1954 : Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.
- 1958 : Anna Politkovskaya, kazetennerez rusian.
- 1963 : Paul Oakenfold, DJ ha produer sonerezh elektronek breizhveuriat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 526 : Teodorig Veur, roue an Ostrogoted.
- 1483 : Loeiz XI, roue Bro-C'hall adalek 1461 betek e varv.
- 1990 : Adriano Chicco, mestrc’hoarier echedoù, saver kudennoù, istorour an echedoù ha skrivagner echedoù italian.
- 1990 : Eugène Yvernès, aktour sinema gall.
- 1995 : Lev Polugaevski, mestrc'hoarier echedoù belarus ha soviedat.
- 2003 : Charles Bronson, aktour lituanian-stadunanat.
- 2010 : Owen Edwards, kinniger abadennoù skinwel ha rener kentañ ar chadenn S4C (Sianel Pedwar Cymru) e Kembre.
- 2013 : Seamus Heaney, barzh saoznek eus Iwerzhon.
- 2017 : Marjorie Boulton, skrivagnerez esperantek eus Bro-Saoz.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er Relijion gatolik :