Alyaksandr Loukachenka
Alyaksandr Ryhoravitch Loukachenka (e belaruseg: Аляксандр Рыгoравіч Лукашэнка, distaget [alʲaˈksand(a)r rɨˈɣɔravʲitʂ lukaˈʂɛnka]), Aleksandr Grigorievitch Loukachenko (hervez ar rusianeg: Александр Григорьевич Лукашенко, distaget [ɐlʲɪˈksandr ɡrʲɪˈɡorʲjɪvʲɪtɕ lʊkɐˈʂɛnkə]), ganet d'an 30 a viz Eost 1954, eo prezidant Belarus abaoe miz Gouhere 1994. E broioù ar C'hornaoueg e vez graet "an diktatour diwezhañ en Europa" anezhañ, p'en deus miret doareoù ober ha politikerezh ekonomikel an URSS kozh. Pa oa kannad er Parlamant e voe an hini nemetañ a-gement a votas a-enep dizalc'hiezh e vro[1].
Dilennadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dilennet da brezidant d'an 30 a viz Gouhere 1994, gant 45.1% eus ar mouezhioù en dro gentañ (80.1% en eil tro). Ar votadeg nemeti e Belarus lakaet da vezañ reizh ha dieub.
- Addilennet e 2001, gant 75.65% eus ar mouezhioù en dro gentañ.
- Addilennet e 2006, gant 84.4% eus ar mouezhioù en dro gentañ.
- Addilennet e 2010, gant 79.67% eus ar mouezhioù en dro gentañ.
- Addilennet e 2015, gant 84.09% eus ar mouezhioù en dro gentañ.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (be) (ru) (en) Lec'hienn ofisiel
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]