Élisabeth Borne

Eus Wikipedia
Élisabeth Borne
Élisabeth Borne e 2022
Kargoù
Kentañ Ministrez Bro-C'hall
Adalek ar 16 a viz Mae 2022
Ministrez al Labour, an Implij
hag ar C'henemprañ
6 a viz Gouere 202016 a viz Mae 2022
Ministrez an Treuzkemm ekologel
ha kengred
16 a viz Gouere 20196 a viz Gouere 2020
Ministrez an Treuzdougen
17 a viz Mae 201716 a viz Gouere 2019
Remzad
Studioù École polytechnique
École des Ponts
Collège des Ingénieurs
Micher Uhelgargiadez
Strollad politikel LREM (adalek 2017)
TdP (adalek 2020)
Enorioù Légion d'honneur
Mérite
Mérite maritime
Ditouroù personel
Ganedigezh 18 a viz Ebrel 1961
Pariz
 Frañs
Tad Joseph Borne
Mamm Marguerite Lescène
Pried Olivier Allix
Bugale Nathan Allix (1995)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Élisabeth Borne, ganet d’an 18 a viz Ebrel 1961 e Pariz, zo ur bolitikerez c’hall. War-lerc’h addilennadeg ar prezidant Emmanuel Macron e 2022 eo bet anvet gantañ da gentañ ministrez d’ar 16 a viz Mae 2022[1].
An eil vaouez eo da vezañ kentañ ministrez bro C’hall, goude Édith Cresson.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Élisabeth Borne d’an 18 a viz Ebrel 1961 e 15vet arondisamant Pariz. Merc’h eo da Joseph Borne, ganet Bornstein d’an 2 a viz Mae 1924 en Antwerpen (Belgia), ha da Marguerite Lescène, apotikerez e Livarot (Calvados).

Joseph Bornstein, rezistant e-pad an Eil Brezel-bed, bet kaset da Auschwitz, a dapas ar vroadelezh c’hall e 1950 hag a gemeras an anv Borne, implijet gantañ war e baperioù faos[2]. Goude ar brezel e renas Joseph ha Marguerite Borne ul laborenn apotikerezh e 15vet arondisamant Pariz[3]. En em lazhañ a reas he zad e 1972, pa ne oa Élisabeth nemet 11 vloaz[4], ha mont a reas ar plac’h yaouank da pupille de la Nation (emzivadez ar Vro). Abalamour da se e voe roet ur yalc'had studioù dezhi[5].

Priedelezh ha bugel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 30 a viz Mezheven 1989 e timezas gant Olivier Allix. Ur mab o deus bet, anvet Nathan[6]. Dizimezet o deus[6].

Red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mae 2017 - Gouere 2019 : ministrez an Treuzdougen e gouarnamant Édouard Philippe
  • Gouere 2019 - Gouere 2020 : ministrez an Treuzkemm ekologel ha kengret e gouarnamant Édouard Philippe
  • Gouere 2020 - Mae 2022 : ministrez al Labour, an Implij hag ar C’henemprañ e gouarnamant Jean Castex
  • Mae 2022 - bremañ : kentañ ministrez Emmanuel Macron

Kentañ ministrez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kontrol da Édith Cresson, anvet da Premier ministre (gourel) e 1991[7], eo bet anvet Élisabeth Borne da Première ministre (gwregel)[8]. E karg ar Steuñvadur ekologel hag energetek eo ivez[9].

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizenn Enor Deiziad ha notennoù
Marc'heg al Lejion a enor 12 a viz Gouhere 2013[10]
Ofiser Ordre national du mérite 14 a viz Du 2016[11]
Komander Ordre du Mérite Maritime 2017[12]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]