Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Élisabeth Borne

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

«Kempenn»

[kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn ar c’hemm-mañ:

  • Lakaat Restr e lec’h Skeudenn n’eo ket «kempenn». Heñvelster eo an daou hervez ardremmez ar wiki-mañ, hag er wech-mañ e oa implijet ar ger evit lakaat ur skeudenn.
  • Lakaat [[16 a viz Mae]] 2022 e lec’h {{deiziad|16|Mae|2022}} n’eo ket «kempenn». A-ratozh eo graet ar patrom evit furmadiñ deiziadoù, ha gantañ e vez krouet muioc’h a liammoù.

Mat eo kempenn, arabat ober gant ar ger-mañ forzh penaos. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 09:34 (UTC)[respont]

  • Berroc'h eo "restr" eget "skeudenn", ha berroc'h c'hoazh eo "file". Me a bae evit boueta Wikimedia, neuze e paean ivez evit feurmiñ ar servijerioù, ha pep eizhbit a gont.
  • Ar patrom a laka un liamm diabarzh war "2022" padal ez eus unan kentoc'h er skrid ; berzet eo ar relavaroù en degouezh-se. 2A01:CB08:890E:C600:5DFD:9A4D:4796:D373 17 Mae 2022 da 09:59 (UTC)[respont]
Kazi an hevelep gerioù skrivet gant unan all :
Setu unan eus ar c'hemmoù ha ne servijont da netra : na "file" (a zo skañvoc'h eget "restr") na "restr" ne vezont lennet gant ar re a implij ar wikipedia da zeskiñ. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 15 Mae 2022 da 14:49 (UTC)[respont]
Sur oc'h da vezañ neptu penn-da-benn, 'vel ma vez gortozet digant ur merour ?--2A01:CB08:8BB7:F100:9111:1036:D7B9:CD6 17 Mae 2022 da 09:54 (UTC)[respont]
Ul liamm war-du [[2022]] ez eus dija peogwir ho peus lakaet anezhañ. Lakaat a rit ul liamm ha dont a rit da glemmañ peogwir ez eus ul liamm 🤔
N’am eus ket meneget hirder ar ger peogwir ne ra forzh. N’on ket a-du gant Bianchi-Bihan(ig) evit ober gant an arguzenn-mañ. Lavarout a ran eo diezhomm kemmañ ar ger-mañ, evit se on a-du gantañ. Ma plij deoc’h krediñ emañ ar bed a-bezh a-enep deoc’h abalamour da se, grit ’ta. Ma fell deoc’h degas kemmoù talvoudus e c’hellit ouzhpennañ danvez d’ar pennad e lec’h klask laou n’int ket anezho; a-hend-all ez eus pennadoù treut-kenañ ha pennadoù a vank e pep lec’h er wiki. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 10:22 (UTC)[respont]
N'hon eus skrivet takenn er pennad-mañ, aes eo da wiriañ, n'eo ket ? 2A01:CB08:8BB7:F100:9111:1036:D7B9:CD6 17 Mae 2022 da 10:31 (UTC)[respont]
Evit ar « c'hemmoù talvoudus » a rit meneg anezho, hor boa graet un toullad mat hep « klemmichal » evit an deizioù, reoù gant skoazell efedus Kadwalan gwechoù zo, ha ne vez gwall blijus an ton a gemerit pa vez anv eus IPoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:9111:1036:D7B9:CD6 17 Mae 2022 da 10:45 (UTC)[respont]
Mat-tre eo ar pezh ho peus graet. Skoazellet am eus dija en un ober war-dro Wikiroadennoù (Wikidata), goulennit ma sikour adarre m’ho peus ezhomm. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 11:20 (UTC)[respont]