Jean Castex

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jean Castex e 2011.

Jean Castex zo ur politikour gall ganet e Vic de Fesensac d'ar 25 a viz Even 1965 (Gers, rannvro Okitania). Anvet eo bet da gentañ ministr Bro-C'hall gant ar prezidant Emmanuel Macron d'an 3 a viz Gouere 2020.

Maer Prada e Katalonia an Norzh eo abaoe 2008. Bet eo ivez eilpennsekretour kabined prezidant ar Republik C'hall etre 2011 ha 2012, kuzulier UMP rannvro Languedoc-Roussillon etre 2010 ha 2015 ha kuzulier-departamant e Pireneoù-ar-Reter (LR) abaoe 2015.

Karget eo bet gant ar prezidant Macron da genurzhiañ ar mont er-maez eus ar genfinadeg liammet gant kleñved-red ar C'hovid-19 e Frañs e 2020. Da heul eo anvet gantañ da gentañ ministr war-lerc'h Édouard Philippe evit kinnig dezhañ ur gouarnamant nevez.

Studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un aotreegezh Istor en deus bet e Skol-veur Toloza. Diplomet eo bet en Ensavadur ar Studioù Politikel Pariz e 1986 hag un aotreegezh Gwir foran en deus bet e 1987. Graet en deus Skol Vroadel ar Velestradurezh e 1989 ivez. Labouret en deus goude e Lez ar c'hontoù.

Red-micher er velestradurezh uhel hag er politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo rener kabined Xavier Bertrand e ministrerezh ar Yec'hed etre 2006 ha 2007 hag e ministrerezh al Labour etre 2007 ha 2008. Dilennet e voe da vaer Prada e miz Meurzh 2008 ha da guzulier-rannvro e Languedoc-Roussillon e miz Meurzh 2010. Labouret en deus goude e kabined ar prezidant Sarkozy. Anvet e voe eilpennsekretour d'an 28 a viz C'hwevrer 2011. Kollet en doa an dilennadegoù kannad e 2012. Harpet en doa François Fillon evit bezañ prezidant an UMP. Addilennet e voe da vaer Prada e miz Meurzh 2014, ha deuet e oa da vezañ kuzulier-departamant e miz Meurzh 2015 e kanton ar Pireneoù katalan.

E miz Gwengolo 2017 e oa deuet da vezañ dileuriad etreministrel evit ar C'hoarioù olimpek ha paraolimpek e Pariz e 2024. Anvet e voe da brezidant Ajañs broadel ar sport e miz Ebrel 2019. Addilennet e voe da vaer Prada e miz Even 2020.