Arondisamant Pariz
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Arondisamant Pariz | |
---|---|
Arondisamant Pariz en e rannvro. | |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Rannvro | Enez-Frañs |
Departamant | Pariz |
Kod arondisamant | 75 1 |
Pennlec'h | Pariz |
Stadegoù | |
Poblañs | 2 187 526 ann. (2017) |
Gorread | 105,4 km² |
Stankter | 20 755 ann./km² |
Adrannoù | |
Kantonioù | 20 |
Kumunioù | 1 |
kemmañ ![]() |
Arondisamant Pariz a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs e rannvro Enez-Frañs. Goleiñ rik a ra Pariz, ar gumun hag an departamant war un dro.
Arabat kemmeskañ arondisamant Pariz gant an 20 arondisamant-kêr hag a zo anezho adrannoù eus kêr Bariz.
Gant 2 187 526 a annezidi e 2017 ez eo an arondisamant pobletañ er Frañs, dirak hini Lyon, hag an hini stankañ e boblañs.
Rannet eo en 20 kanton, pep hini anezho a c'holo un arondisamant eus Pariz.
Dre m'eo arondisamant nemetañ an departamant n'en deus isprefeti nag isprefed ebet.
Arondisamant all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arondisamant Belfort ivez, e departamant an Territoire de Belfort, er rannvro c'hall Franche-Comté, zo evel hini Pariz, kement hag an departamant m'emañ ennañ.