Xvet milved kt JK

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

XIVvet milved kt JK | XIIIvet milved kt JK | XIIvet milved kt JK | XIvet milved kt JK |
Xvet milved kt JK
| IXvet milved kt JK | VIIIvet milved kt JK

|

VIIvet milved kt JK

|

VIvet milved kt JK

Cvet kantved kt JK | XCIXvet kantved kt JK | XCIIIvet kantved kt JK | XCVIIvet kantved kt JK | XCVIvet kantved kt JK |
XCVvet kantved kt JK | XCIVvet kantved kt JK} | XCIIIvet kantved kt JK | XCIIvet kantved kt JK | XCIvet kantved kt JK |

Roll ar milvedoù | Roll ar C'hantvedoù | Sifroù roman


Padout a ra an Xvet milved kent JK eus ar bloaz -10000 betek ar bloaz -9001 e-barzh. N'emañ ket an deiziadoù-se da vezañ kemeret en o ster strizh rak n'eus deiziad ebet eus ar mare-se a c'hallfe bezañ istimet pizh a-walc'h.

Lodek eo an Xvet milved kent JK eus ar mezolitek, anezhañ ur marevezh tremen a ya eus an XIvet milved kt JK betek an neolitek, e-tro ar Vvet milved kt JK .

Lodek eo ivez an Xvet milved kent JK er paleolitek uhelañ zo ur marevezh eus ar ragistor a ya eus - 35 000 bloaz da - 7 500 bloaz kent JK gant steuzidigezh ar re ziwezhañ eus tud Cro-Magnon.

Darvoudoù[kemmañ]

10 000 kt JK[kemmañ]

  • Deroù an dispac'h neolitek. Kemmoù hin bras a c'hoarvez war an douar. Degas a reont d'o heul efedoù pouezus evit ar c'humuniezhioù tud :
    • Sevel a ra ar wrez ha kregiñ a ra ar skornegi da deuziñ. Gouest eo ar plant hag al loened da c'hounit douaroù nevez.
    • Kilañ a ra an dezerzhioù bet aloubet ganto ouzhpenn an hanter eus ar gorreadoù etre an trovanoù rak stankoc'h eo ar glaveier gant an dour laosket da vont diouzh ar skornegi.
    • Aesoc'h eo an endro bevañ ha fonnusoc'h ha liesseurtoc'h eo ar boued, ar pezh a zegas poblañsoù niverusoc'h, bodetoc'h ha techetoc'h da ziorren un annezañ padus.
    • Kregiñ a ra Mab-den da zoñvaat loened zo ha dizoloet eo gantañ al labour-douar a c'haller drezañ en em vagañ en un doare ingaloc'h eget dre ar chase-pesketa.
    • Diorroidigezh ar c'humuniezhioù kouerien arbennikaet a zegaso d'he heul ezhommoù stokañ (priaj, kantennerezh) ha goulennoù war an eskemmoù kenwerzhel (trok, kentañ moneizioù eskemm, produioù fin, maen-gwer, mein dambrizius).
  • Europa: Sevenadur Azilian e Spagn, Galia, Suis, Belgia ha Skos (sevenadur ar bili livet).
  • Egipt: lavnennoù falz kentañ; chaseourien, pesketourien ha dastumerien a implij binvioù maen.
  • Azia: implijet e vez mougevioù da diez annez nepell eus mor Kaspia.
    • Japan: implijout a ra tud Jomon ar priaj; pesketa ha chaseal a reont; dastum a reont mez, kraoñ hag had debradus. 10 000 lec'hiad zo bet renablet. Ne vo ket anavezet ar priaj er Reter-nesañ a-raok 6500 kent JK.
    • Korea: priajoù kentañ, moarvat liammet ouzh deroù an annezañ pad evit gounit douar.
  • Mezopotamia: Tri strollad yezhel pe muioc'h, en o zouez yezhoù sumerek ha semitek, zo rannet ganto un doare bevañ sevenadurel ha politikel boutin.
    • Ur c'houlz bennak a-raok 9000 kt JK e Palestina; kentañ frammoù mein e Jericho, savet e-pad marevezh rak-labour-douar ar sevenadur Natoufat. Kêriadennoù foukennoù kelc'hiek dezho sichennoù mein a ziorren. Chaseal a rae ar c'humuniezhioù-se, dastum a reont an ed gouez emmer a oa malet ar greun anezho evit ober bleud gros. Saverien givri ha gazelenned e oant ivez.
    • Kregiñ a ra an dud da zastum gwinizh ha heiz gouez, moarvat evit ober malt ha goude bier.
  • Amerikaoù : D'an ampoent eo bet ac'hubet ar c'hevandir penn-da-benn, war-bouez an daou benn-ahel, gant mab-den degouezhet en XXIIIe milved kt JK.
  • Norzhamerika: Bevañ a ra kevredigezhioù chaseourien-dastumerien Paleoindianed hag Alabama o kantren-digantren er vro.
  • Reter Azia ha Norzhamerika : en em dennañ a ra ar skornegi bras; aesaat a raio an tremen etre an daou gevandir dre strizh-mor Bering.

9 500 kt JK[kemmañ]

Deroù marevezh ar Mezolitek, pe Epipaleolitek, rann gentañ an Holoken.
Marevezh Bubalus er Sahara
  • 9560 kt JK; Diouzh skridoù Platon (o soñjal eo reizh an deiziad a 9,000 bloaz 560 kt JK roet gantañ), e sank keoded-Stad Atlantis er mor.

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù[kemmañ]

  • Norzhamerika : Implijout a ra ar chaseourien kantreer jiboez bras ar begoù biroù kentañ e mein, mod Clovis da gentañ ha, da c'houde, doare Folsom.
  • E-tro 10,000 kt JK; Doñvaet eo ar chas.

Emdroadurioù an endro[kemmañ]