IXvet milved kt JK

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

XIIIvet milved kt JK | XIIvet milved kt JK | XIvet milved kt JK | Xvet milved kt JK |
IXvet milved kt JK
VIIIvet milved kt JK

|

VIIvet milved kt JK

|

VIvet milved kt JK | Vvet milved kt JK

|

XCvet kantved kt JK | LXXXIXvet kantved kt JK | LXXXVIIIvet kantved kt JK | LXXXVIIvet kantved kt JK | LXXXVIvet kantved kt JK |
LXXXVvet kantved kt JK | LXXXIVe kantved kt JK | LXXXIIIe kantved kt JK | LXXXIIl kantved kt JK | LXXXIvet kantved kt JK

Roll ar milvedoù | Roll ar C'hantvedoù | Sifroù roman


Padout a ra an IXvet milved kent JK eus ar bloaz -9000 betek ar bloaz -8001 e-barzh. N'emañ ket an deiziadoù-se da vezañ kemeret en o ster strizh rak n'eus deiziad ebet eus ar mare-se a c'hallfe bezañ istimet pizh a-walc'h.

Lodek eo an IXvet milved kent JK eus ar mezolitek, anezhañ ur marevezh tremen a ya eus an XIvet milved kt JK betek an neolitek, e-tro ar Vvet milved kt JK .

Lodek eo ivez an IXvet milved kent JK er paleolitek uhelañ zo ur marevezh eus ar ragistor a ya eus - 35 000 bloaz da - 7 500 bloaz kent JK gant steuzidigezh ar re ziwezhañ eus tud Cro-Magnon.

Bed – Dindan 10 milion emañ poblañs ar bed moarvat.

Darvoudoù[kemmañ]

9 000 kt JK[kemmañ]

  • Reter-kreiz :
    • Siria : plantet e vez edoù gouez en-dro da gêriadennoù (ed tuchennoù Taurus) war tachennoù bet prientet er-maez eus o biotop naturel.
    • Mezopotamia : en em ledañ a ra ar gounit edoù fonnus war-du plaenennoù strujus an Eufrat gant ed dastumet war menezioù Zagros. Er c'hêriadennoù, kentañ saverezh deñved doñvaet; ar gloan avat ne vo ket implijet a-raok an IIIe milved kt JK.
    • Savet ez eus ur santual natoufat war lec'hiad kozh Jericho, staliet e-kichen ur vammenn dihesk ha merket gant ur grugell.
  • Sina : ac'hubet eo mougev Xianrendong evit ar wech kentañ (eus 9 000 kt JK betek 5 500 kt JK). E-touez an ostilhoù maen e kaver skraberioù, minaouedoù, begoù biroù ha treantoù. Ur staliadur hanterbadus eo a dalvez da boent loc'h evit ergerzhadegoù termenet.
  • Mor Kreizdouar – Kregiñ a ra Mab-den da ac'hubiñ inizi ar mor Kreizdouar.

8 700 kt JK[kemmañ]

8 500 kt JK[kemmañ]

8 300 kt JK[kemmañ]

8 300 kt JK[kemmañ]

8 000 kt JK[kemmañ]

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù[kemmañ]

8 000 kt JK[kemmañ]

  • Bed – Krediñ a reer e c'hallje bezañ bet eskemmoù kenwerzhel war ar butun etre Afrika ha Suamerika
  • Eskemm madoù, kenaozadur teirventek ur reizhiad kontañ/renabliñ hag arc'hwel eskemm.
  • An eskemm madoù a c'haller sellet outañ evel ouzh un deknologiezh brizhskrivañ kentañ.
  • Mezopotamia – Labour-douar.
  • Azia – Doñvaet ar pemoc'h e Sina ha Turkia
    • Roudoù bet kavet eus doñvadur ar c'hi diwar ar bleiz
    • E Sina, priajoù kentañ.

Emdroadurioù an endro[kemmañ]

8 300 kt JK[kemmañ]

  • Europa : ur wech en em dennet ar skornegi eo laosket dizolo tiriadoù izel ec'hon-meurbet a vez beuzet-diveuzet; eno e tiorren plant ha spesadoù loenel nevez a vez aes o chaseal pe o dastum.

8 000 kt JK[kemmañ]

  • Bed – Sevel a ra live ar morioù
    • Da get ez a ouzhpenn 40 milion a loened
    • Dour-beuz war takadoù douar ec'hon-meurbet abalamour da ziskorn ar skornegi
  • Antarktika – kregiñ a ra ar skornegi da deuziñ a-follennoù war hirdermen
  • Azia – sevel a ra live ar morioù da-heul an tommañ hollek
  • Norzhamerika – En em dennañ a ra ar skornegi hag e-tro -8000 eo diac'hub ar Wisconsin da vat.