Tudwal (sant)
Tudwal, pe Tugdual (dre fazi, abaoe an XIvet kantved) pe Tudgwal, zo ur sant brezhon eus ar VIvet kantved, hag unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh.
Taolenn |
Stummoù ha deveradurioù [kemmañ]
Ur stumm kozh eo Tutgual, marteze diwar ur stumm orin Tudwal. Tugdual zo ur c'hammskrivadur degemeret gant an Iliz, ma n'eo ket gant ar yezhourien.
Ar richenn [kemmañ]
Ganet e oa Tudwal, a greder, e Domnonea en Enez Vreizh. Mab e oa marteze da santez Koupaia ha da Hoel Veur, ur priñs brezhon eus Arvorig. Breur e oa da Luner, savet eveltañ e manati Iltud, ha da santez Sev. Erruet e oa e Breizh war-dro 535. Evel sant Budog, e oa diskibl da sant Vaodez en Enez Vaodez, e-kichen Enez-Vriad.
E vuhez [kemmañ]
Hervez ar manac'h Gourdisten, a skrivas war-dro 880 goude Jezuz-Krist en abati Landevenneg, e oa Tugdual unan eus ar pevar feulvan a reas brasted Bro-Gerne : Gradlon, sant Kaourintin, sant Gwenole, hag uheloc'h c'hoazh egeto, Tudual. Diarvar, ez eo bet unan eus brasañ avielerien Bro-Gerne er VI-vet kantved goude Jezuz-Krist, dreist-holl e Bro ar C'hab, en ul lodenn eus ar Vro Vigoudenn hag e bro Gemper.
E benitioù a zo skignet dre holl en douaroù-se. Marteze eo Tudual a savas ivez manati Lokmaria-Kemper a oa moarvat e penn-kentañ eskopti Kemper. E beniti e Lann-Pabu (bremañ Trebabu) hag e levezon war Vro-Dreger a ra anezhañ unan eus brasañ sent an eskopti a-vremañ.
Mervel a reas e Landreger d'an 30 a viz Du 564.
Sant paeron Treger eo. Skeudennet e vez gant un aerouant.
Gouel [kemmañ]
Lidet e veze gwechall sant Tudwal d'an 30 a viz Du, ha bremañ d'ar 1añ a viz Kerzu
Lec'hanvadurezh [kemmañ]
- E Kembre emañ e anv en inizi Sant Tudwal, tost da Abersoch, e Ledenez Llŷn
- Meur a anv a zo bet roet dezhañ e Breizh:
-
- Douarnenez a c'hellfe dont diwar Enez Tutuarn.
- Ur barrez Sant Tugual e oa e Laval gwechall.