Ledenez Llŷn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn ledenez Llŷn
Marina Hafan Pwllheli

Ul ledenez e gwalarn Kembre eo Llŷn (skrivet Lleyn e saozneg gwechall), pe Ledenez Llŷn (Penrhyn Llŷn e kembraeg), e beg kornôk kontelezh Gwynedd hag er mervent da Enez Von. En em astenn a ra e Mor Iwerzhon war-zu ar c'hornôg a-hed 48 km. War a greder e teu hec'h anv eus an iwerzhoneg hag an hevelep orin ha Leinster he defe.

Gwechall e veze treuzet gant ar birc'hirined a yae da Enez Enlli met hiziv eo ul hañvlec'h d'ar Saozon dreist-holl.

E Ledenez Llŷn ez eus un niver bras a lec'hioù miret evel ar mirlec'h Cors Geirch, rannaodoù gwarezet gant an National Heritage, ur c'helc'hiad europat morel ispisial a virerezh hag un ugent bennak a lechioù gant un interest skiantel. Un darn vras eus an aodoù hag eus an tuchennoù tanveneziek a zo perc'hennet gant ar Llŷn Area of Outstanding Natural Beauty (AONB).

Ledenez Llŷn a zo unan eus ar c'hornadoù enno ar brasañ kenfeur a gembraegerien. War-dro 94% eus ar vugale a ouie kembraeg er rannvro hervez un niveradeg graet e 2003.

Kêriadennoù Ledenez Llŷn[kemmañ]

Tuchennoù[kemmañ]

D'ar 19 a viz Here 1984 e oa bet ur c'hren-douar dindan al ledenez. Muzuliañ a rae 5.4 war skeul Richter. Santout a rejod anezhañ en Iwerzhon hag e kornôg Breizh-Veur.

Inizi[kemmañ]

Liammoù divaez[kemmañ]