Yr Eifl

Eus Wikipedia
Yr Eifl, gwelet eus Ynys Llanddwyn.

Yr Eifl zo menezioù e ledenez Llŷn, e hanternoz Kembre.

Dont a ra o anv eus ar ger gafl a dalvez kement ha "forc'h", "gaol". A-wechoù e reer "The Rivals" anezho e saozneg, diwar ur stumm saoznekaet eus o anv kembraek orin.

Kaer eo ar gwel diwar lein Yr Eifl, dre ma'z int ar menezioù uhelañ eus ledenez Llŷn. Hag eus Enez Mon e vezont gwelet mat. En-dro dezho emañ kêriadennoù Llanaelhaearn ha Trefor.

Teir c'hern zo : an hini uhelañ, e-kreiz, zo 564 m a uhelder, an hini izelañ, en hanternoz, zo 444 m a uhelder, hag an drede, er gevred, zo 485 m a uhelder. War lein an drede kern ez eus ur bryngaer kozh, anvet Tre'r Ceiri, hag a zo unan eus bryngaer-où kaerañ Kembre.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.