Telo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Telo hag e garv.

Telo (Teilo e kembraeg; Eliud e kerneveureg) zo ur manac'h ha sant brezhon eus ar VIvet kantved (war-dro 500 – 560). Eskob Llandaf e oa, ha gantañ e voe savet kentañ iliz Llandaf, e-lec'h m'emañ e vez.

E vuhez[kemmañ]

Mab e vije bet da Ensig ap Hydwn ap Ceredig eus Ceredigion. Hervez ur buhezskrid savet war-lerc'h e amzer e voe ganet e-kichen Penalun e Sir Benfro ha diskibl e oa da sant Dyfrig, a-raok mont da studiañ gant Peulin da Llanddeusant (Sir Gaerfyrddin).

Kenderv e vije bet da sant Dewi. Gantañ e vije bet o pirc'hirinañ da Jeruzalem. Lakaat a reas sevel Llandeilo Fawr, hag abati Penalun. Ur 25 a ilizoù ha skolioù zo en e anv e Kembre, Kernev-Veur ha Devon, ha Breizh. Eskob e vije bet e Llandaf ha Tyddewi.

Lec'hioù[kemmañ]

Enoret eo: