Dyfrig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwer-livet gant poltred sant Dyfrig.

Sant Dyfrig (Dubricius e latin), Devrig e brezhoneg[1], a oa ur manac'h kembreat a veve er Vvet kantved. Diskennad e oa d’unan eus rouaned Ergyng ha dont a reas da vezañ eskob ar vro-se (Herefordshire hiziv). Diwezhatoc’h, a-hervez, e voe anvet da arc’heskob Kembre gant Jermen Auxerre.

Hervez ar richenn e voe mignon da sant Ildud a savas abati Llanilltud Fawr ha kelenner da sent Deiniol, a savas ur manati e Bangor, ha Teilo pe Telo, a grouas ur manati e Llandeilo. Mervel a reas en Ynys Enlli, "enez ar sent" e gwalarn Kembre, e 550 pe 612.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Tad Turiaw, Goueler Kelt, p. 66.