Stad dieub Prusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stad dieub Prusia (e glas) da vare Republik Weimar
Banniel Stad dieub Prusia
Skoed-ardamez Stad dieub Prusia

Stad dieub Prusia (alamaneg : Freistaat Preußen) a voe Land pennañ Alamagn etre 1918 ha 1947, da vare Republik Weimar hag an Trede Reich. Diazezet e oa war ar pezh a oa bet Rouantelezh Prusia.

Istor[kemmañ]

Gant dibenn ar Brezel-bed kentañ hag Alamagn trec'het e savas buan reuz er vro, a-fet armerzh koulz hag a-fet politikerezh. D'an 30 a viz Here 1918 e savas reuz e Kiel, e Proviñs prusian Schleswig-Holstein.

War ledañ ez eas ivez an Dispac'h kaset gant ar Spartakourien hag en Alamagn a-bezh e voe bec'h : freuz a voe e Berlin d'an 9 a viz Du, diskaret e voe ar re Hohenzollern, an Impalaeriezh alaman ha Rouantelezh Prusia ivez. D'an 9 a viz Du ivez e voe embannet krouidigezh Republik Weimar. Sed penaos e teuas Prusia da vezañ ul Land anvet Stad dieub Prusia.

E-pad daou zevezh e voe Friedrich Ebert kañseler ar Reich koulz ha ministr-prezidant Prusia, goude-se e voe sevenet ar garg-se gant Paul Hirsch.

Dre Feur-emglev Versailhez e voe divizet rannañ tiriad Alamagn, ha Rouantelezh Prusia eo a voe rannet dreist-holl:

Daoust da se e chomas Prusia Land brasañ Alamagn d'ar mare-se. E-pad pell e voe ar sokiaolourien e penn al Landtag gant Otto Braun da brezidant. Tapet e voe Prusia gant an nazied memes tra goude dilennadegoù 1932.

E-pad an Trede Reich e voe tennet tamm-ha-tamm hec'h ensavadurioù emren digant Prusia, a-benn ebarzhañ anezhi da vat. Karg ar ministr-prezidant a zeuas da vezañ Reichskomissar (« komiser ar Reich ») da skouer. Ar garg-se a voe fiziet e tud evel Franz von Papen, Kurt von Schleicher ha Hermann Göring.

Da zibenn an Eil Brezel-bed e tivizas an alouberien e vije diskaret ar pezh a oa arouez ar soudardegezh alaman. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1947 ec'h embannas o dileuridi e Kuzul kontrolliñ ar Gevredidi al lezenn niverenn 46 ma oa embannet divodañ stad Prusia.

Roll ar re bet ministr-prezidant Stad dieub Prusia[kemmañ]

# Anv Penn-kentañ Dibenn Strollad politikel
1 Friedrich Ebert 9 a viz Du 1918 11 a viz Du 1918 SPD
2 Paul Hirsch 11 a viz Du 1918 27 a viz Meurzh 1920 SPD
3 Otto Braun 27 a viz Meurzh 1920 21 a viz Ebrel 1921 SPD
4 Adam Stegerwald 21 a viz Ebrel 1921 5 November 1921 Kreiz
- Otto Braun (eil kefridi) 5 a viz Du 1921 18 a viz C'hwevrer 1925 SPD
5 Wilhelm Marx 18 a viz C'hwevrer 1925 6 a viz Ebrel 1925 Kreiz
- Otto Braun (trede kefridi) 6 a viz Ebrel 1925 20 a viz Gouere 1932 (skarzhet da vare ar Preußenschlag)
30 a viz Genver 1933
SPD
Karg lemet.
Renet gant ar Reichskommissar
20 a viz Gouere 1932 30 a viz Genver 1933
6 Franz von Papen 30 a viz Genver 1933 10 a viz Ebrel 1933 Dizalc'h
7 Hermann Göring 10 a viz Ebrel 1933 24 a viz Ebrel 1945 NSDAP

Proviñsoù[kemmañ]

E dibenn an Eil Brezel-bed e voe rannet Stad dieub Prusia e 16 proviñs :


Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.