Franz von Papen
Eus Wikipedia
Franz Joseph Hermann Michael Maria von Papen zu Köningen (1879-1969) a oa un ofiser, diplomat ha politikour alaman. Kañseller Alamagn e oa e 1932, hag eilkañseller dindan Adolf Hitler en 1933-1934. Unan eus renerien strollad politikel ar c'hreiz e oa betek 1932, ha kuzulier da Paul von Hindenburg, prezidant Republik Weimar. Von Papen eo an hini a reas da Hindenburg envel Hitler da Gañseller. Kuitaat a reas ar gouarnamant goude Nozvezh an Hirgontilli.
| En e raok: Heinrich Brüning |
Kañseller Alamagn Mezheven 1932 – Du 1932 |
War e lerc'h: Kurt von Schleicher |