Roperzh Aodig

Eus Wikipedia
Roperzh Aodig
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanRobert, Louis, René Kemmañ
Anv-familhAudic Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Eos 1899 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPondi Kemmañ
Deiziad ar marv22 Ebr 1962 Kemmañ
Lec'h ar marvPloare Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Micherskrivagner, yezhoniour Kemmañ
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur Kemmañ

Roperzh Aodig (Robert Louis René Audic er marilhoù-kêr), ganet e Pondi d'ar 27vet a viz Eost 1899 ha marvet e Douarnenez d'an 22vet a viz Ebrel 1962, a voe ur c'helenner war ar brezhoneg, ur c'helaouenner hag un embanner levrioù ha kelaouennoù. Emsaver breizhat e voe dreist-holl, koulz evel kendiazezer ar c'hevarzhe Ar Brezoneg er Skol (ABES), hag evel pennadurezh e-touez Breizhiz o chom e Pariz hag, ur wezh deuet da Vreizh en-dro, kenlabourer ur gazetenn bemdeziek breizhat hag un ti-embann brezhonek. Daou sinadur a voe implijet gantañ : Roparz Aodig ha Roperzh Aodig.

Buhez ha obererezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur breur a voe dezhañ, Marsel Aodig, a zalc'has un apotikerezh e Pariz, tost da Vali Orleañs.

Da Bariz ez eas a-raok 1934 hag e kemeras penn Kelc'h keltiek Pariz.
Asantiñ a reas bezañ merour Keltia, kelaouenn Unvaniez ar Seiz Breur, ha degemeret e voe ganto e C'hwevrer 1935, asambles gant Youenn Drezen, Jakez Riou hag Abeozen[1].

Deuet e oa d'ar vodadeg a voe dalc'het e ti-kêr Gwened, d'ar 16 a viz Eost 1936, evit staliañ un emglev da beurunvaniñ reizhskrivadur ar brezhoneg[2]. E 1936 e krouas asambles gant Yann Fouere Ar Brezoneg er Skol hag ez eas da sekretour ar c'hevarzhe. Aozañ a reas en anv ABES, an eil emvod dalc'het en Oriant war ar reizhskrivadur, d'an 28 a viz Kerzu 1936[3].

Kadoriañ a reas Strollad ar Vrezonegerien (SAV) ur pennadig amzer hag e voe oberiant er greizenn sevenadurel Kêr Vreiz adal he digoradur e 1938.

E 1941 e tilojas da Vrest evit skoazellañ Yann Fouere aet da ren ar pemdezieg La Bretagne hag e sammas war e chouk labour melestradurel Skridoù Breizh ouzhpenn. E 1943 ez eas da gelenn brezhoneg e skolaj Aogust Brizeug en Oriant. Goude ar brezel e kavas ur post pennevezhier e lise Douarnenez.

Embannadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La mer dans la littérature du Moyen-Âge. E-barzh Ar Falz, niv. 1, Genver-C'hwevrer 1956.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Pennad Audic, Robert Louis René
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad Audic Robert
  • Georges Cadiou, Emsav, dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad Audic Robert.
  • A-stroll, E koun Youenn Drezen, Al Lanv, 2022.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Meneget gant Georges Cadiou.
  2. Meneget gant Padrig an Habask en e bennad diwar-benn Lusk ar beurunvaniezh. E-barzh E koun Youenn Drezen, Al Lanv, 2022.
  3. Ur spered mat evit an unvaniñ a voe eno hervez ar gelaouenn Breiz Atao. Padrig an Habask, Lusk ar berunvaniezh.