Learc'hos
Eus Wikipedia
Learc’hos a oa mab kentañ Ino, eil gwreg Atamas, roue Orc’homenos.
Mojenn [kemmañ]
Hervez ur vojenn e voe lazhet Learc'hos dre fazi gant e dad Atamas, e-lec’h e vamm Ino, pa felle da Atamas, dallet gant ar fulor, kastizañ e eil gwreg abalamour m’he devoa heskinet e vugale diwar e wreg kentañ, Nefele hec'h anv.
Tec'het e oa ar vugale-se, Friksos ha Helle, eus ar vro war gein ar maout askellek Krisomallos .
Eil doare [kemmañ]
Hervez un doare all, ma oa bet lazhet ar bugel Learc'hos e oa bet lakaet droug da sevel er roue gant an doueez Hera, gwreg gwarizius Zeus, evel kastiz dre m'o doa savet Dionysos, a oa mab da Zeus ha Semele, a oa c'hoar da Ino.
Lennegezh [kemmañ]
En Ifern ar barzh italianek Dante eo meneget ar vojenn evel skouer a fulor ( Inf. XXX, 7-12).