Leanegan
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Arthropoda | ||||
| Kevrennad : | Insecta | ||||
| Urzhiad : | Mantodea | ||||
| Kerentiad : | Mantidae | ||||
| Genad : | Mantis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Mantis religiosa Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Al leanegan (Mantis religiosa) zo un amprevan a-orin eus ar Bed Kozh ha degaset e Norzhamerika e fin an XIXvet kantved.
Daoulagad vras zo war gostez o fenn. Stummet eo o favioù a-raok evit tapout krog er preizhoù ha pleget e vezont p'emañ al leaneganed war api evel pa vijent o pediñ, alese o anv.
Da vare an dozvadur e vez eztaolet un danvez arwenn asambles gant an ûioù gant ar parezed. Organoù ispisial e penn o c'hof a servij dezhe da veskañ an danvez-mañ evel pa vijent o vasañ ûioù. Evel-se e vez krouet ur glozenn spoumek a galeta buan a-walc'h. Ar c'hlozennoù arwenn pe arc'hell-se a chom stag ouzh ar plant hag an ûioù a dremen ar goañv enne. Al larvennoù hag a diglor e penn kentañ an nevez-amzer pe en hañv zo heñvel a-walc'h ouzh an imagoed dre o stumm hag o reoliadur emvagañ. Debriñ a reont amprevaned all (dreist-holl lamperezed ha mirc’hi-raden evit al larvennoù). Muzañ a reont etre 3 ha 12 gwech.
Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed dre o ment dreist-holl : etre 40 ha 60 mm evit ar pared pa c'hell ar parezed tizhout 75 mm. Evned bihan ha leaneganed all bihanoc'h evite a c'hellont debriñ.
Pa vezont oc'h en em barañ e c'hoarvez alies d'ar barez plaouiañ he c'hompagnun en ur gregiñ gant e benn. Evel-se e c'hell ar paradur kenderc'hel p'emañ ar gwagrennoù a ren war organoù reizhel ar par e penn e gof.