Le Cateau-Cambrésis
| Kumunioù Bro-C'hall | |
|---|---|
| Anv | Le Cateau-Cambrésis |
| Skoed | |
| Lec'hiadur Le Cateau-Cambrésis en Arondisamant Cambrai | |
| Riez | |
| Rannvro | |
| Departamant | |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Cambrai |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes du Caudrésis-Catésis |
| Kanton | Pennlec’h Kanton Le Cateau-Cambrésis |
| Kod INSEE | 59136 |
| Kod-post | 59360 |
| Maer | Serge Siméon |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 27,24 km² |
| Led | 50° 06' 22" Norzh |
| Hed | 03° 32' 31" Reter |
| Uhelder kreiz | 96 m |
| Uhelder bihanañ | 84 m |
| Uhelder brasañ | 157 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 7 102 (2007) |
| Stankter | 260 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Le Cateau-Cambrésis a zo ur gumun eus departamant Norzh e Bro-C'hall. Pennlec’h Kanton Le Cateau-Cambrésis eo.
|
Taolenn |
Istor [kemmañ]
XVIvet kantved [kemmañ]
Sinet e voe daou feur-emglev e Le Cateau-Cambrésis e mizioù Meurzh hag Ebrel 1559:
- etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz, d'an 12 a viz Meurzh ha d'an 2 a viz Ebrel 1559,
- etre Bro-C'hall ha Spagn, d'an 3 a viz Ebrel 1559.
XIXvet kantved [kemmañ]
- 1852: savet eo al labouradeg-sukr Piette et Compagnie. Mont a ra an embregerezh da get e penn-kentañ an XXvet kantved[1].
- 1883: digoradur al linenn hent-houarn Le Cateau-Cambrésis Solesmes; savet e voe un eil ti-gar, Le Cateau Halte, e 1891 [2].
XXvet kantved [kemmañ]
- Brezel-bed kentañ : Emgann Le Cateau-Cambrésis e miz Eost 1914. Kemeret e voe Le Cateau-Cambrésis gant al lu alaman d'ar 26 a viz Eost 1914 ha chom a reas en e zalc'h betek an 10 a viz Here 1918 ma voe tapet gant Iwerzhoniz ar 5th Battalion Connaught Rangers eus tirlu ar Rouantelezh-Unanet, met ur sizhuniad a voe lakaet dezhe evit dont a-benn eus an difennourion alaman diwezhañ [3]; roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920 [4].
- Eil brezel-bed:
- Dieubet eo bet Le Cateau-Cambrésis d'an 3 a viz Gwengolo 1944
[5].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Le Cateau Communal Cemetery [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 13 | |
| 2 | |
| 136 | |
| Hollad | 151 |
Implijet e voe ar vered gant al lu alaman da veziañ milourion ar Rouantelezh-Unanet e mizioù Eost ha Gwengolo 1914 e-pad ar Brezel-bed kentañ ha da zouarañ e soudarded ivez. Graet e voe ganti adarre e mizioù diwezhañ 1918 da nerzhioù milourel ar C’hommonwealth. 65 bez alaman a voe tennet e 1922 [6].
Bered ar Brezel-bed kentañ: Le Cateau Military Cemetery [kemmañ]
- Tachenn alaman
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| tremen 5 000 | |
| Hollad | tremen 5 000 |
Ul lodenn anezhe a voe beziet pa oa dalc'het ar gumun gant al lu alaman, ar re all a voe degaset goude dibenn ar brezel[7].
- Tachenn ar C’hommonwealth
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 28 | |
| 2 | |
| 3 | |
| 3 | |
| 659 | |
| 2 | |
| Hollad | 700 |
Marvet int e-pad ar Brezel-bed kentañ. Ul lodenn vat anezhe a voe beziet d'al lu alaman, bet degaset enni eus tachennoù emgann 1914 dreist-holl. Ar re all a varvas e mizioù Here ha Du 1918. Goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du e voe ouzhpennet eizh bez all eus milourion bet marvet e mizioù Here ha Du 1918 ivez [8].
- Tachenn rusian
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 34 | |
| Hollad | 34 |
Prizonidi a vrezel e oant [9].
Armerzh [kemmañ]
Douaroniezh [kemmañ]
|
Ar Selle e Le Cateau-Cambrésis
|
- War lez ar stêr Selle emañ Le Cateau-Cambrésis.
Melestradurezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1793-2007 [kemmañ]
