Kavan-tour

Eus Wikipedia
Evit sterioù all ar ger kavan, gwelit ar pennad Kavan (disheñvelout).

Kavan-tour




Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Corvidae
Genad : Coloeus
Anv skiantel
Coloeus monedula
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar gavan-tour[1] (liester : kavaned-tour)[2],[3] a zo ur spesad golvaneged, Coloeus monedula an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Corvus Monedula (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[4] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778), diwar al latin moneta, "moneiz" abalamour ma vezont desachet gant traezoù skedus, dres evel ma vez ar piged[5].

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un neizhiad Coloeus monedula

War-dro 32 cm eo ment krenn al labous. Bihanoc'h eget ar vran zu hag ar frav du eo, ha gris eo e gilpenn.
Un arliv rous zo da stuc'h ar re vihan.

E miz Ebrel ha miz Mae e sav ar c'houblad laboused o neizh gant bleñchoù en un toull en ur wezenn, ur garreg, un ti, ur siminal, pe c'hoazh e toull ul lapin. En neizh e lakaont un doublenn savet diwar c'hloan, reun ha foenn. Bras-spontus e c'hall an neizh bezañ, betek 2,40 m a led, 1.20 m a hed hag 1.20 m a sav.
Ul labous strollgar eo, alies e kaver ur c'halz neizhioù tost an eil d'egile.
En neizh e vez dozvet etre 4 ha 6 vi glaswer tarchoù rous, du ha gris warno.


Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hollzebrer eo ar spesad : amprevaned, biskoul, buzhug, ed, frouezh, had, melc'hwed, ploged, tousegi, vioù ha ya gantañ.
Evel ar brini all, boas eo da guzhat boued ha traoù bihan all (skedus peurliesañ) a zedenn e selloù.

Annez hag isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er maezioù e vev al labous e koadoù bras hag e tevennoù. Er gourliorzhoù en e gaver ivez, koulz hag er c'hêrioù hag er c'hêriadennoù, ma plij dezhañ annezañ ar savadurioù uhel (tourioù-ikiz, befrezoùhag all), alese e anv.

  • ██ Tiriad Coloeus monedula
  • Ar spesad a gaver ar pevar isspesad[6] anezhañ :

    Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. Benel eo ar ger "kavan" ; gwelout : Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931 ; Reun ar Glev, Dictionnaire classique français-breton, 1984 ; Frañsez Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 2000 ; Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012 ; Geriadur Al Liamm, 2014 ; Devri.
      Benel pe c'hourel e c'hall bout hervez TermOfis (Choucas des tours).
    2. Studiet gant Termofis Ofis Publik ar Brezhoneg.
    3. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 250b.
    4. (en) AnimalBase.
    5. James A. Jobling : Helm's Dictionary of Scientific Bird Names p. 259
    6. (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Corvus monedula.



    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.