Karakal

Eus Wikipedia
Karakal

C. caracal


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Caracal
Anv skiantel
Caracal caracal
Schreber, 1776
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'harakal, anvet ivez liñs Persia pe liñs Afrika (Caracal caracal, gwechoù 'zo Felis caracal) a zo ur c'hazh gouez bihan. An hini brasañ eus ar c'hizhier bihan eo gant ur pouez a 13-18 kg evit ar pared. Heñvel ouzh al liñsoù eo hag e-pad un amzer hir e kreder e oa ur c'har anezho. Dielfennadurioù genetek o deus diskouezet e oa tostoc'h ouzh ar serval. 65 cm eo hirder ar c'harakal gant ul lost 30 cm. E divhar a zo hiroc'h eget re al liñsoù ha moanoc'h eo. E vlevad zo variant e liv. Gris, ruz-gwin pe melen-traezh a c'hell bezañ. Un nebeud hiniennoù a zo du penn-da-benn. Marelloù arruz zo war kof ar re yaouank met merk ebet a zo gant ar re vras. Divskouarn hir gant ur bouch du o deus. Anezho e tennont o anv Karakulak (divskouarn du) e turkeg.

Kavout a reer karakaled en Afrika hag Azia. E dezerzhioù ha damzezerzhioù e vevont dreist holl met o annez a c'hell enderc'hel strouezhegoù ha koadegoù. En o-unan pe e koublad e vevont. Hep evañ e c'hellont chom e-pad un amzer hir tre - an dour o-deus ezhomm anezho a gavont en o freizhoù.

Un aneval noz eo ar c'harakal, met gallout a ra hemolc'hiñ e-pad an deiz pa vez klouar an hinad. Krignerien ha gedon a zebront dreist holl met ur c'hazelenn pe ul lotrus yaouank e argas wechoù'zo. Ne zebr ket organoù diabarzh o freizhoù ha tennañ a ra kuit o blev. An evned a hemolc'h ivez hag o zapout war-nij e c'hell. Lammat ha pignat a ra mat tre ivez, ar pezh a aotre anezho da dapout damaned gwelloc'h eget tout ar gigdebrerien arall.

Ur c'harakal e zoo San Diego

Ar c'harakal a c'hell bevañ 12 bloavezh en natur pe 17 bloavezh en erreoù. Aes da zoñvañ ez int hag evel un aneval-hemolc'h e vezont implijet en India. Ar garakaled a zo boutin a-walc'h met diaes kenañ da welout ez int.

Isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]