Kaouenn vihan
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Kaouenned bihan
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Strigiformes | ||||
| Kerentiad : | Strigidae | ||||
| Genad : | Athene | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Athene noctua Scopoli, 1769 |
|||||
|
|||||
Ar gaouenn vihan a zo un evn-preizh. Athene noctua eo e anv skiantel.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
Ul labous-preizh noz eo. Ul labous noz hag a c’hell bezañ gwelet e-pad an deiz eo memes tra. Bihan eo ar gaouenn vihan, bihanoc’h evit ur pichon. Kavet e vez anezhi e Frañs a-bezh. E Breizh e seblant bezañ niverusoc’h e Breizh-Uhel evit e Breizh-Izel.
[kemmañ] Biologiezh
E Breizh e vev e bro ar c’hleuzioù e-lec’h ma vez parkeier, girzhier, bodennoù gwez, murioù, tarrodoù (war an aod). N’eo ket labous ar c’hoadoù. Plijout a ra dezhi an tachennoù «digor». Chom a ra er memes lec’h a-hed ar bloaz. N’eo ket ul labous divroañ.
[kemmañ] Boued
Debriñ a ra amprevaned, logod hag ur wech an amzer labousedigoù, batrasianed ha loened-stlej.
[kemmañ] Annez
Un toull en ur wezenn pe en ur savadur (un ti pe ur voger) he deus ezhomm a-benn neizhiañ.
[kemmañ] Emdroadur
Abaoe fin an Eil Brezel Bed (1945) eo cheñchet kalz doareoù al labour-douar : distrujet ar c’hleuzioù hag ar berjezioù kozh, implijet louzoù da lazhañ amprevaned. Da lâret eo nebeutoc’h a voued hag a lec’hioù da neizhiañ. Ouzhpenn-se e vez muioc’h-muiañ a otoioù. Kalzik deuzouto a vez lazhet war an hentoù. Gant France-Telecom zo bet savet peulioù goullo staliet an tammig pep lec’h. Klask a ra ar gaouenn mont e-barzh a-benn neizhiañ ha ne zeu ket a-benn da vont kuit.
[kemmañ] Gwareziñ
Un tammig pep lec’h en Europa e vez strolladoù tud o klask diskoulmoù evit sikour al labous bihan-se da vevañ. Sevel lochoù koad da neizhiañ a zo unan eus an doareoù d’e sikour.