Kaozeal:Kaouenn vihan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Salud deoc'h,

N'eus ket pell 'm'oa savet ur fichenn a-zivout ar gaouenn vihan evit ar skolajidi. Kement hag ober 'c'hellfe bezañ ebarzhiet amañ al linennoù-se. N'ouzon ket re penaos 'vez graet. Setu an destenn amañ da heul.

Ma c'hell unan bennak ober war-dro.

Mersi deoc'h.

Ronan Debel


AR GAOUENN VIHAN Athene noctua


Doareoù pennañ

Ul labous-preizh noz eo. Ul labous noz a c’hell bezañ gwelet e-pad an deiz memestra. Bihan eo ar gaouenn vihan. Bihanoc’h evit ur pichon ! Kavet e vez anezhi er Stad-C’hall a-bezh. E Breizh e seblant bezañ niverusoc’h e Breizh-Uhel evit e Breizh-Izel.


Biologiezh

E Breizh e vev e bro ar c’hleuzioù e-lec’h ma vez parkeier, girzhier, bokedoù gwez, mogerigoù, tarrodoù (war an aod). N’eo ket labous ar c’hoadoù. Plijout a ra dezhi an tachennoù « digor ».

Chom a ra e memes lec’h a-hed ar bloaz. N’eo ket ul labous divroañ.

Debriñ a ra amprevaned, logod hag ur wech an amzer labousedigoù, batrasianed ha loened-stlej.

Un toull en ur wezenn pe en ur savadur (un ti pe ur voger) he deus ezhomm a-benn neizhiañ.


Emdroadur

Abaoe fin an Eil Brezel Bed (1945) eo cheñchet kalz doareoù al labour-douar : distrujet ar c’hleuzioù hag ar verjezioù kozh, implijet louzoù da lazhañ amprevaned. Da lâret eo nebeutoc’h a voued hag a lec’hioù da neizhiañ.

Ouzhpenn-se e vez muioc’h-muiañ a otoioù. Kalzik deuzouto a vez lazhet war an hentoù. Gant France-Telecom zo bet savet peulioù goullo staliet an tammig pep lec’h. Klask a ra ar gaouenn mont e-barzh a-benn neizhiañ ha ne zeu ket a-benn da vont kuit…


Gwareziñ

Un tammig pep lec’h e Europa e vez strolladoù tud o klask diskoulmoù evit sikour al labous bihan-se da vevañ. Sevel lochoù koad da neizhiañ a zo unan eus an doareoù d’e sikour.

Er Stad C'hall : http://cheveche.lpo.fr/

E Belgia : http://www.noctua.org/