Gotegezh

Eus Wikipedia

Ar pezh a vez anvet gotegezh a zo un issevenadur ganet e fin ar bloavezhioù 1970 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 er Rouantelezh-Unanet. Ganet eo diwar ar sonerezh punk, post-punk ha new-wave ha levezonet eo bet gant ar sinema eztaoler alaman, ar faltazi hag al lennegezh c'hotek. En em diorroet eo en Europa e-pad ma kendalc’he d’en em ledañ edan stummoù disheñvel un tamm e pep lec’h er bed.
Aroueziet eo dreist-holl gant ur c’hoant a gened, a “c’hoariva”, a “deñvalijenn” er vuhez pemdeziek hag un doare d’en em wiskañ a zo ivez diazezet war al liv du.

Skeudenn skouer ur vaouez o heuliañ ar stil gotek

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hotegezh a zo deuet war-wel e fin ar bloavezhioù 1970 er Rouantelezh-Unanet a-gevret gant penn-kentañ ar sonerezh punk du. En em ledet eo e pep lec’h er bed met e doareoù disheñvel hervez ar broioù. En em ledet eo dreist-holl en Europa hag en Alamagn ag a zo bremañ deuet da vout kreizenn ar c'hotegezh er bed.
Awenet eo bet ar c'hotegezh gant an doare punk, ar sinema eztaoler alaman, al lennegezh c'hotek... Aroueziet eo dreist-holl gant un doare da vout teñval, kleñvedus ha atahinus a-wezhioù.
Un doare da vout eztaolet gant un doare d’en em wiskañ du, friant ha heulier eus ar cheñchamantoù korfel evel ar piercing pe an tatouiñ.
E fin ar bloavezh 1983 e teuas ar c'hotegezh da vout dizalc’h da lâret eo ne veze ket mui kemeret anezhi evel un doare da vout is-punk.
Da gentañ n’eo bet anvet gotek nemet ur strollad tud dedennet gant ur sonerezh duoc’h eget hini ar bunked, tristoc’h, gant muioc’h a feulster evit ar bed er c’homzoù, muioc’h a velkoni ivez. Tamm-ha-tamm eo en em strollet an dud tro-dro d’un doare da soñjal eget tro-dro d’ur sonerezh hag evel-se eo ganet ar c'hotegezh.
Tro-dro d’ar bloavezhioù 1990 e voe savet strolladoù sonerezh en Alamagn anvet dark-wave ag a strolle tud n'en em anavezent ket evel gotek met dre ma n’o doa ket bet kalz a zarempredoù gant ar strolladoù gotek saoz ne oa ket kalz a heñvelderioù etrezo. An dra-se en deus lakaet ar c'hotegezh d’en em ledañ ha d’en em binvidikaat.  

Perak eo anvet e mod-se ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mediaoù ar bloavezhioù 1980 o deus lakaet an anv-se war an doare gotek. Da gentañ eo bet implijet an anv gotek gant Ian Astbury (kaner rock er bloavezhioù 1980) evit envel Andi Sex Gang (soner all). Brudet eo bet an anv gant ar media saoz met servijout a rae da zeskrivañ ar sonerezh savet gant Andi Sex Gang ha pas e zoare da vout. Da c’houde eo deuet ar sonerezh-se da vout diazez un doare da vout, ur sevenadur a zo ganet diwar levezon ar sonerezh-se anvet gotek.

Ur vaouez c'hotek

Ar c'hotegezh hag he ideologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hoteged er gevredigezh: Skeudenn skouer ar c'hotegezh a zo tud gwisket e du na vousc’hoarzhont biskoazh, tud o deus c’hoant da vervel ha feulster eno. Ar skeudenn-se a zo bet kaset gant an dud n’o doa biskoazh komzet ganto, o doa aon rak ar re c'hotek peogwir e oant gwisket en ur mod disheñvel, teñval.
An sevenadur gotek a zo hini tud doujus, dign hag otus ma ne anavezomp ket anezho. Sonjet ‘vez re alies gant an dud eo par un doare d’en em wiskañ e du d’ar feulz.
Dre se e vez alies dismegañset ar re c'hotek el lec’hioù publik rak n’int ket gwelet mat gant ar gevredigezh met respontet ‘vez ganto dre ar c’hoarzhiñ goap hag ar fae rak ar c’hontrol eo, ar re c'hotek a zo dous dre vras ha dreist-holl int evit ar peoc’h er bed. O ger-stur a c’hellfe bezañ fent ha goaperezh rak ne z’eus ket ezhomm a feulz evit lakaat lu war unan dizoujus.
Met e gwirionez e vez ar c'hoteged a-enep d'ar wouennelouriezh, a-enep d'an aon kaset gant an disheñvelded. Un abeg c'hoazh d'o disheñvelder kement e-keñver o dilhad eget e-keñver o soñjoù. Ken trist eo ar c'hoteged dre vras gant hor c'hevredigezh e klaskont he bravaat en ur degemer pep hini evel m'emañ en ur bed dezho evel ma rankfe bezhañ, brav ha doujus.

O relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre vras n’eo liammet ar c'hotegezh gant relijion ebet, di-zoue eo d’al liesañ da lavaret eo ne gredont nag e Doue nag en diaoul na en ur galloudegezh dreist da pep tra.
Reoù ‘zo a zo kristen met ral eo, reoù all a gred en tasmantoù pe e traoù a seurt met pas muioc’h eget er boblañs “normal”. Adkavet vez simboloù relijiel er c'hotegezh evel da skouer ar Pentagramm pe ar c’hroazioù met ne ziskouezont ket un dalc’hidigezh d’ur relijion bennak. Adkemeret ‘vez gant ar c'hoteged simboloù ur gevredigezh “klañv” gant fent a-benn diskouez e za da get ar bed.
Ur bern a zo buruteller e-keñver ar relijion rak ne gas nemet ar brezel. Kemmesket vez alies ar satanourien gant ar c'hoteged met n’o deus nemet o dilhad a c’hell bout kemmesket.
Met kemmeskañ gotek ha satanour a zo evel kemmeskañ punk ha boudaat. Boudaat a zo ur relijion ha punk a zo ur mod da vevañ. Evel just eo damheñvel o dilhad nemet evit ar simbolioù ha karet eo gant an daou an emzalc’h atahinus met ne z’eus netra all heñvel etre an daou.

O folitikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre vras eo anpolitekel ar c'hotegezh da lavaret eo n’eo liammet da strollad politikel ebet. Ne z’eus ket a ideologiezh ofisiel ar pezh a dalv ez eus tu kavout a bep seurt, kement a dud sachet gant an dirollerezh eget gant an tu-dehoù pellañ.

Ar c'hotegezh dre vras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar fent
Ar fent a zo un dra bouezus en doare da vout gotek. O ger stur a c’hellfe bezañ “c’hoarzhiñ a bep tra, na gemer netra en un doare sirius ha dreist holl n’en em gemer ket gant siriusted”. Se a ra e vez alies gwelet ar c'hoteged evel tud gant ur fent “du”. Ne gemeront ket ar vuhez gant siriusted, ar reolennoù kennebeut, ar c’hunujennoù, ar pezh a soñj an dud diouto.... Ar bed gotek en e unan a zo da gemer gant fent. Ar simbolioù relijiel, ar skeudennoù gwadek ivez a zo da gemer gant fent.

Ar gened gotek

Lady Amaranth ur gobari gotek

Ur bern goteged a gar an arz hag an tennañ poltriji hag ur bern tenner-poltriji a gar ar c'hoteged evit o orin, o friantelezh hag o doare de vout dreistordinal.
Setu perak ez eus tu da n’eus forzh peseurt plac’h gotek dont da vout ur gobari rak evit bout ur gobari gotek ne vez goulennet nemet orin ha pas ur c’horf burzhudus evel evit ar c'hobaried ordinal.
Un nebeud manikinoù gotek :

  • Wednesday mourning
  • Mistabys
  • Mel the fallen angel
  • Seraphine Strange
  • Lady Amaranth

(fr) les modèles gothiques
video youtube

Al loened liammet d’ar c'hotegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Loened ‘zo a vez adkavet en doare d’en em wiskañ gotek a zo deuet de vout seurt simboloù gotek.

  • Ar c’hazh : karet eo gant ar c'hoteged evit e du kevrinus hag e vravite, deuet eo memes da vezañ arouez merkoù dilhad gotek. Ar c’hazh a zo ivez loen ar sorserezed, loen an diaoul a za da bourmen d'an noz hag a gas keloù fall.
  • Al logodenn dall : arouez an noz eo, adkavet ‘vez alies war vravigoù gotek pe e tatouadur.
  • Ar razh: o vevañ el lec’hioù teñval ha lous karet eo kalz evel loen ti rak un arouez ag an disheñvelded eo.
  • Ar gevnidenn : n’eo ket karet evit gwir gant an dud met arouez an deñvalijenn eo ivez, an aon... Tuoù du ar vuhez.
  • Ar vran : loen kevrinek, kannad ar re varv hag arouez an hud, ar marv hag an darvoudoù fall, karet eo evit tout an arouezioù-se met ivez peogwir n’eo ket karet gant an dud boutin peogwir eo ul loen du, o vevañ en ur bed a varv ha disheñvel eo, un tamm evel ar c'hoteged.
  • An naer: karet peogwir eo disheñvel, mailhard ha kevrinus.
  • Ar bleiz: Arouez al loened gouez, dieub ne c’hellont ket bout mestret. Skeudennet en noz dindan al loar ag a zo karet kalz gant ar c'hoteged romantel.

Dre vras e vez karet gant ar c'hoteged rac’h al loened un tamm iskis n’o deus ket ur vrud vat hag o deus ul liamm gant an noz, an deñvalijenn. C’hoazh evit bout disheñvel ha non pas bout evel an holl. Al loened-se a zo ivez skeudennadur an dud gotek ar pezh a ra e vezont karet kalz gant ar re-se. Implijet int evel arouezioù evel da skouer al logodenn dall a zo arouez ar merk dilhad Queen Of Darkness, ur merk gotek.

An dilhad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezus eo an dilhad evel just rak an doare kentañ eo da stourm e enep an heñvelded, ar reolennoù. Lakaet oa bet anat gant ar bunked ha kavet ‘vez roudoù punk en doare d’en em wiskañ gotek. Diazez an dilhad gotek a zo evel just al liv du met gellet ar ra bout mesket gant ur bern livioù, alies mouk, ru pe gwenn. Met pep gotek a glask diskouez e sonjoù dre e zoare d’en em wiskañ neuze e vo disheñvel pep gotek hag e vo dreist-holl orin en o dilhad memes pa ne vint ket du. Bremañ e vez ur bern merkoù dilhad gotek met ret e soñjal ne veze ket eus outo er penn kentañ hag e veze krouet o dilhad gant an dud gotek, alies gant dilhad du ha sizhailhoù.

Evel just ne c’hellont ket dougiñ bepred o dilhad da skouer evit mont da labourat neuze ne vez gwelet tud gant dilhad rambreer nemet ral a wech.

Viona Ielegems er WGT 2005

An dremmlivaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Servijout a ra an dremmlivaj gotek da cheñch ar c’horf evel ar piercing pe an tatouiñ. Er vuhez pemdeziek n’eo ket alies dremmlivet ar baotred rak eo gwelet fall hag n’eo ket an dra kentañ d’ober evit mont da labourat met pa vez ur vodadeg gotek evel ur festival pe ur sonadeg, an dremmlivaj pennañ evit ar baotred a zo ul linenn du tro dro d’an daoulagad pe memes du evit ar muzelloù met raloc’h eo. Evit ar merc’hed eo kalz dieuboc’h an doare da livañ an dremm. Diazezet eo o dremmlivaj war o daoulagad a zo alies du tre hag ouzhpennet vez liv muzelloù hag evel-just poultr gwenn evit kaout ur c'hroc’hen damglañv.

Ar piercing[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bern tud gotek a gar ar c’hemmedennoù war ar c’horf evel an dremm livaj pe ar piercing. Kavet ‘vez a bep seurt er piercing gotek met kreizet eo dreist-holl war an dremm evit ma vefe gwelet, evit bout atahinus. Ar piercing nemetañ na vez kavet nemet gant ar c'hotegezh a zo an hini staget gant ur seurt gordenn d’ur piercing all war an dremm ivez, alies etre ar fri pe ar muzelloù d’ar skouarn.

Ar stiloù dilhad disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar romantelezh a zo awenet evel ma lavar e anv eus ar c’houlz romantel. Ar romantelezh a zo ur red arzel european eus an [[XVIIIvet}} ha XIXvet kantved. Aroueziet eo gant ur c’hoant da zizoloiñ pep posublded en arz a-benn skeudenniñ tourmantoù ha bamijennoù an den. An huñvre eo, klasket vez an eürusted en hunvre, er marvailhus hag er c’hleñvedus. Ar romantelezh a zo arouez an dud kizidik ha melkonius.

Gwisket eo an dud gotek romantel gant dilhad kozh evel brozhoù hir, manegoù e dantelez, avelerioù du.... Pep tra a c’hell bout liammet d’ar c’houlz romantel.

Ur c'houplad gotek gant ur stil romantel er WGT en Alamagn.

Ar Grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Awenet eo ar c'hotegezh-se gant ar Grennamzer, ur c’houlz karet gant goteged ‘zo evit e du teñval ha kevrinus. Koulz ar marc’hegiezh ha mestroni an iliz eo ivez, kemeret gant fent gant ar c'hoteged evel pep relijion. An dilhad a zo reoù ar grennamzer met ur meskaj gant an dilhad gotek a-vremañ eo. Selaouet ‘vez ganto strolladoù gotek arbenniget war beñvegoù sonerezh kozh evel Corvux coran, rosa crux, faun... 

Batcave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Batcave a zo ur stil sonerezh rock ganet eus ar punk ivez er bloavezhioù 1980, krogamant ar sonerezh gotek eo gant ouzhpennadenn an teatrelezh d’ar punk. Krogamant ar c'hotegezh eo ha neuze ar c’hentañ stil gotek ha tu zo merzhout al levezon punk dreist-holl evit ar blev, an dilhad gant anvioù strolladoù sonerezh warno pe an dilhad uzet ha drailhet. E anv a zeu ag ur c’hleub a Londrez anvet The Batcave. Ar c'hoteged Batcave a gar ar sonerezh o tont ag ar mare-se, ar strolladoù teatrel hag ar romantelezh du a vez adkavet er c’homzoù hag e dilhad ar strolladoù. Strolladoù stur ar mare-se a zo da skouer Cinema Strange, Alien Sex Fiend, Bauhaus, Violet Stigmata... 

Fetish[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stil fetish n’eo ket douget kalz en un doare pemdeziek, gwarnet e vez anezhañ kentoc’h evit ar festoù pe ar sonadegoù... Meskiñ a ra levezonoù “sado-maso” hag ar gwiskamant soudardel (un doare d’ober fent diouzh ar re bepred gwisket evel ar re all hag er memes amzer eus beli ar stad). Kemeret eo alies fall gant an dud ouzhpenn peogwir e c’hell bout anavezet evel dilhad ur pezh-ler.

Retro pe “pin-up”[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hoteged a zo alies melkonius a goulzoù tremenet ha pa nemet koulzoù kozh a-gantvedoù. Ar c'hoteged retro pe b/pin-up a zo awenet gant ar bloavezhioù 1950 met dre ma ne oa ket ag ar sonerezh gotek d’ar mare-se e vez mesket ar stil-se gant meur a hini e-keñver ar strolladoù sonerezh.

Vampyr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hoteged vampyr a zo un tamm a-gostez d’eus ar c'hoteged all. Ag Amerika int, en em strolliñ a reont etrezo ha karout a reont ar filmoù, al levrioù... Bevañ a reont un tamm evel en ur bed nann-gwirvoudel evel tudennoù o istorioù. Awenet eo o dilhad gant ar sunerien-wad met n’en em gemeront ket evit sunerien-wad an istorioù nemet sunerien-wad ar bed a-vremañ. Tost da 15 000 int hiriv-an-deiz er bed met ne evont ket a wad evel en istorioù nemet evit eskemmoù etrezo(Kaoz dispis). Bevañ a reont an darempredoù sokial dre ar re all en ur seurt.

video YouTube
lec'hienn Confréries des vampires

Al lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hoteged a zo tud o deus alies ur bern faltazi ha neuze a gar kalz beajiñ dre al levrioù pe ar filmoù. Karout a reont dre vras an istorioù teñval ha faltazius met c’hoazh ur wech, depend a ra eus pep hini. Ur bern goteged a zo kizidik-tre d’an arz, pe vefe e-keñver ar fotoioù pe ar gerioù. Ur bern anezho a lenn barzhonegoù dreist-holl eus ar mare romantel peogwir ez eo teñval ha brav, trist... Ur bern anezho a skriv barzhonegoù ivez gant ur c’hoant da zisplegiñ, da zeskrivañ o bed dezho.

Un nebeud skrivagnourien karet gant ar c'hoteged :

An arz : Un nebeud arzourien karet gant ar c'hoteged memes ma n’o deus liamm ebet gant ar c'hotegezh :

Un nebeud filmoù liammet ouzh ar c'hotegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn zonemetal

Festivaloù gotek er bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

 Alamagn Alamagn

  • M'era Luna (Hildesheim)
  • Wave Gotik Treffen pe WGT (Leipzig)
  • Zillo (Sankt Goarshausen)
  • Dark Dance Treffen (Lahr)
  • Amphi Festival (Köln)

 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

  • Convergence

Bro-C'hall Bro-C'hall

  • Dark Omen (Vaux-le-Pénil)
  • Heaven's Gate (Strasbourg)
  • Festival de l'Erebe (Pariz)

 Banniel Mec'hiko Mec'hiko

  • Mandragora's Festival (Distrito Federal)
  • MX Fest (Distrito Federal)
  • Necropolis Fest (Tijuana)
  • Goliardo (Distrito Federal)
  • Oscuro (Aguascalientes)

 Banniel Polonia Polonia

  • Castle Party (Bolkow)

 Portugal Portugal

  • Dark Land (Vila Real)
  • Festival de Vilar de Mouros (Caminha)

 Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet

  • Whitby Gothic Weekend (Whitby, Bro-Saoz)
  • Dark City (Dinedin, Bro-Skos)

Banniel Belgia Belgia

  • Gothic Festival (Waregern)

Blog
(de) wave-gotik-treffen.de

Kazetennoù gall liammet gant ar gotegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • VerdamMnis
  • D-Side
  • Elegy
  • Prémonition
  • Obsküre