Ginivelezh
Ginivelezh (eus ar verb genel) a zo ur ger a vez implijet dreist-holl da ober anv eus gouel Nedeleg el liderezh kristen.
Setu amañ petra a ziskleir ar penn-lider e penn-kentañ nozveilh ar Pellgent, da ginnig ar Gouel a-bouez-se d'ar Gristenion, an eil goude hini Pask :
"Kantvedoù hir goude krouidigezh ar bed, pa grouas Doue, er penn-kentañ, an neñv hag an douar, Pell amzer goude al Liñvadenn-veur, Ouzhpenn daou vil bloaz goude ganedigezh Abraham, Hogos pemzek kant vloaz goude Moizez, hag ermaeziadeg Pobl Israël eus Bro an Ejipt, War-dro mil bloaz goude tronedigezh ar roue David, Er pemzekvet bloavezh ha tri-ugent diougan Daniel, Er pevarzekvet olimpiadenn ha nav-ugent hag er seizh kant eizhvet bloavezh hag hanter-kant eus savedigezh Roma, Er bloaz daou ha daou-ugent an impalaer Octavius-Augustus, E-doug c'hwec'hvet oadvezh ar bed douarel, Ar bed holl o vezañ e peoc'h, Jezuz Krist, Doue peurbad ha Mab an Tad peurbad, mennet da santelaat ar bed dre e Zonedigezh trugarezus, goude bezañ bet engehentet dre ar Spered Santel, a zo bet ganet e Betlehem Bro-Youda eus ar Werc'hez Vari doue graet den. Setu ginivelezh hon Aotrou Jezuz Krist hervez ar c'hig."
Merkañ a ra eta ar C'hinivelezh darvoud meur an Enkorfidigezh evit ar Gristenion.