Emgann an Alre (1364)

Eus Wikipedia
Emgann an Alre (1364)
Tamm eus Brezel hêrezh dugelezh Breizh

Emgann an Alre, skeudenn tennet eus oberenn Jean Froissart.
Maread 29 a giz Gwengolo 1364
Lec'h An Alre
Disoc'h Trec'h kostezenn Moñforzh
Emgannerien
Bretoned kostezenn
Bleaz

Rouantelezh
Bro-C'hall
Bretoned kostezenn
Moñforzh

Rouantelezh Bro-Saoz
Pennoù-brezel
Charlez Bleaz
Beltram Gwesklin
Jean III de Chalon-Auxerre
Yann Moñforzh
John Chandos
Olier V Klison
Robert Knolles
Niver a emgannerien
4000 den[1]3500 den[2]
Kolloù
* Etre 800 ha 1000 den lazhet
* 1500 prizoniad
Dianav

Emgann an Alre a enebas d'an 29 Gwengolo 1364 e-tal an Alre, e Bro-Wened, un arme vreton, renet gant Yann Moñforzh, harpet gant bagadoù saoz renet gant John Chandos, ouzh un arme vreton renet gant Charlez Bleaz ha skoazellet gant bagadoù gall renet gant Beltram Gwesklin. Un emgann pouezus eo dre ma echu prantad drastus Brezel hêrezh dugelezh Breizh. War-dro 4000 soudard a oa gant kostezenn Charlez Bleaz hag e-tro 3500 gant tu Moñforzh[3]. Lazhet e voe Charlez Bleaz ha pladet e voe e arme (etre 800 ha 1000 den lazhet ha 1500 prizoniad a vefe bet). Trec'h e voe Yann Moñforzh a zeuas da vezañ Dug Breizh. Kolloù kostezenn Moñforzh a zo dianav.

Ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù 1364, goude c'hwitadenn an divizoù etre an div gostezenn e Evrann, e teuas Moñforzh, gant skoazell John Chandos, da arsailhañ an Alre, a oa chomet etre daouarn kostezenn Bleaz abaoe 1342. Ul lec'h strategel e oa ar gêr-se eus an arvor : savet eo he c'hastell war un uhelenn, ur porzh he deus hag ur pont war hent Gwened[4]. Kemer ar gêr-se a oa en em rentañ mestr eus holl an arvor diouzh Gwened (e lec'h ma oa Moñforzh o chom), betek Kemperle. Antreal a reas Moñforzh e kêr an Alre ha lakaat seziz war ar c'hastell, e-keit ha ma teue listri Nicolas Bouchart, deuet eus Ar Groazig, da stankañ hent ar mor.

Dre ma n'he doa ket pourvezioù a-walc'h e asantas ar warnizon, renet gant daou floc'h (ur Breizhad hag ur Gall), en em rentañ, gant ma ne zeufe ket sikour dezhi a-raok Gouel Mikael (29 a viz Gwengolo). Dont a reas ar c'heloù betek Charlez Bleiz, chomet e Gwengamp. Bodañ a ra e soudarded, ha heuliet gant Gwesklin e reont hent war-zu an Alre. Daou zevezh a-raok Gouel Mikael e erruas Charlez Bleiz e reter Abati Intron-Varia Lanvaoz. Edo Beltram Gwesklin, e penn gward a-raok ar bagad gall, e Brandevi, nepell ac'hann.

D'an 28 a giz Gwengolo, Gwesklin a dreizhas ar stêr, hag e stalias e soudarded dirak ar c'hastell. Kuit da vezañ tapet etre ar c'hastell hag arme Bleaz, Montfort a guitaas an Alre hag a stalias e arme a-dal d'e enebourien, war ur savenn war glann dehoù ar stêr.

D'an 29 a giz Gwengolo e c'hwitas esaeoù da gavout un emglev, hag e bourchasoù a reas Charlez Bleaz da vont d'an argad. Treizhañ a reas e arme ar stêr hag en staliañ a-steud a-dal d'ar su, ar pezh a oa ul lec'h fall da soñj lod eus e renerien abalamour ma oa war ur gompezenn c'heuniek en norzh d'ar gêr ha d'ar c'hastell. Moñforzh a renkas e arme a-dal d'an norzh, en ul lec'h gwelloc'h. En desped da guzul Gwesklin, Charlez Bleiz a roas an urzh da arsailhañ arme Moñforzh[5]. Etre Abati chartouzi an Alre ha stankenn Rostevel, e Brec'h, just en norzh d'an Alre, e voe dalc'het an emgann.

An armeoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arme breton ha gall Charlez Bleaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War an tu kleiz edo kont Auxerre, ha war an tu dehou Beltram Gwesklin. Er c'hreiz e oa Charlez Bleaz. Ne voe miret soudard ebet en a-dreñv betek-gouzout. E pep lodenn eus an arme e oa war-dro 1000 den.

Arme breton ha saoz Yann Moñforzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War an tu dehou edo Olivier de Clisson, en tu kleiz Robert Knolles, hag er c'hreiz Yann Moñforzh ha John Chandos. Miret e oa bet ur bagad soudarded bras a-walc'h en a-dreñv, dindan renerezh Hugh Calveley, hag a oa prest da gemer perzh en emgann pa vefe ezhomm.

An emgann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann an Alre, e Kronikenn Beltram Gwesklin gant Cuvelier, British Library, Yates Thompson, 35, f° 90 v°

Da gentañ e voe un eskemm tennoù etre ar waregerien saoz hag an arbalastrerien c'hall. Goude-se e redas ar soudarded d'an emgann war-eeun, hep klask maneuriñ. Gwadek e voe an emgann rak diouzh an daou du e oa erru skuizh an holl gant ur brezel difin hag e felle da bep kostezenn gounit en un doare sklaer. Ouzhpenn-se e oa roet urzhioù en div arme da chom hep reiñ o buhez d'ar soudarded all.

Ar bagadoù saoz-ha-breton a oa torret an eil goude egile, met ar soudarded a oa bet miret da c'hortoz a zeuas a-benn da sikour anezhe. Neuze e voe argadet lodenn dehoù al lu breton-ha-gall d'he zro. Argaset e voe ha, dre ma ne oa ket bet miret ur bagad soudarded a-dreñv betek-gouzout, e rankas kilañ war-zu ar c'hreiz. Plegañ a reas an askell gleiz d'he zro, kemeret e voe kont Auxerre, hag arme Charlez Bleiz a dorras hag a gemeras an tec'h.

Charlez, diskaret gant un taol goaf a oa peurlazhet gant ur soudard Saoz hag a heulie an urzh da chom hep reiñ o buhez d'an enebourien. Du Guesclin, ur wech torret holl e armoù a rankas en em rentañ d'ar c'habiten saoz John Chandos[6]. Dasprenet e voe diwezhatoc'h gant Charlez V evit 100 000 lur gall[7].

Heuliadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann an Alre e levr Pierre Le Baud, Compillation des cronicques et ystoires des Bretons, XVvet kantved, Levraoueg Vroadel Bro-C'hall. A-gleiz e weler levranez Charlez Bleiz, en doa kuitaet e vestr en derc'hent, o tont davet Moñforzh.

Fin Brezel hêrezh Breizh eo. Ur bloavezh diwezhatoc'h, e 1365, e voe anavezet Yann IV, mab Yann Moñforzh, da zug Breizh gant roue Bro-C'hall e kentañ Feur-emglev Gwenrann. Janed Penteür, intañvez Charlez Bleaz, a voe aotreet da viret an titl a zugez Breizh betek he marv hep galloud na gwir da ren. Mirout a reas ivez he zitloù all hag he gwirioù hag he ferc'hentiezhioù e-giz kontez Penteür suo jure. Koulskoude, Yann IV a oa da ober gwazoniezh da Charlez V, roue Bro-C'hall, kentoc'h evit d'e gevredad, Edouarzh III, roue Bro-Saoz. Trec'h ar Vretoned hag ar Saozon war an dachenn emgann a oa heuliet gant un doare taol diplomatek evit roue Bro-C'hall eta.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ur vojenn, ur sorserez savetaet gant Yann III d'ar mare ma o vont da vezañ krouget a brofas dezhañ ul levranez yaouank a oa Yoland hec'h anv ha diskleriañ a reas ne vefe feal nemet da zug Breizh. Da gentañ e vije bet feal da Charlez Bleaz, dug Breizh de jure uxoris (dre wir e wreg). E-pad Brezel hêrezh Breizh e teuas davet Yann Moñforzh, a oa da vezañ Dug Breizh, e-pad emgann an Alre. Kavet e voe Yoland marv war an dachenn emgann goude trec'h bras kostezenn Moñforzh[8].

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beltram Gwesklin taolet d'an traoñ gant e jav ha tapet gant John Chandos e-kerzh Emgann an Alre e 1364.
  • Jean-Christophe Cassard, La Guerre de succession de Bretagne, Coop Breizh, Spézet, 2006. ISBN:978-2-84346-297-9
  • David Dominé-Cohn, "La gloire de Dieu, la gloire du prince. Manifestations divines et légitimation dans le duché de Bretagne au XIVe", Questes : Revue pluridisciplinaire d'études médiévales, Nnn 19 : Les manifestations divines, 2010, pp. 72-88.
  • Laurence Moal, Auray, 1354, un combat pour la Bretagne, PUR, Roazhon, 2012, ISBN. 978-2-7535-2107-0.
  • Laurence Moal, "Auray, 1354, un champ de bataille au cœur de la mémoire bretonne", in Ariane Boltanski, Yann Lagadec ha Franck Mercier (dir.), La bataille, du fait d'armes au combat idéologique, XIe-XIXe, PUR, Roazhon, 2015.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Yves Coativy, La Bretagne ducale. La fin du Moyen Âge, Jean-paul Gisserot, 1999, p.34
  2. Yves Coativy, La Bretagne ducale. La fin du Moyen Âge, Jean-paul Gisserot, 1999, p.34
  3. Yves Coativy, La Bretagne ducale. La fin du Moyen Âge, Ebannadurioù Jean-paul Gisserot, 1999, p. 34
  4. ean-Michel Cauneau, Chronique de l'État breton, Presses universitaires de Rennes, 2005, p. 289
  5. Jean-Joseph Julaud, Histoire de France pour les nuls, First Éditions, 2006, p. 210
  6. D. Taillandier, Histoire de Bretagne, tome.I., p. 311
  7. Turnbull, Stephen, The Book of the Medieval Knight. Londrez, Arms and Armour Press, 1985. ISBN 0-85368-715-3
  8. Pierre Bellemare, Jean-Marc Epinoux, Jean-François Nahmias, L'Empreinte de la bête. Cinquante histoires où l'animal a le premier rôle, Albin Michel, 2000, p. 57-60