Cunobelinos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pezhioù Cunobelinus
Coin of Cunobelinus.

Cunobelinos ( Κυνοβελλίνος e gregach) pe Cunobelinus , pe Cunobelin) a oa roue meur Brezhoned bro an Tavoez, e fin ar c'hantved diwezhañ a-raok JK, a-raok an aloubadeg roman. Roue e oa war ar bobl Catuvellauni, a oa o c'hêrbenn e Verulamium, tra ma oa hini ar bobl Trinovantes e Camulodunum. Anavezet eo dre m'a z eo meneget gant Suetonius and Dio Cassius.

[kemmañ] Istor

Mab e oa da Tasciovanos, a oa roue war ar Gatuvellauni hag an Drinovantes war un dro. Pa varvas e dad e savas Cunobelinos war gador-roue ar Gatuvellauni hag e embannas e-unan e oa roue-uhel Preden.

Mat a oa e daremprejoù gant an impalaeriezh roman. Ren a reas betek aloubadeg an impalaer Glaoda I, e 43 kent J.-K.. Hervez Dion Cassius (Istor roman, LX) e oa tad Caratacos a gasas ar brezel a-enep lejionoù Aulus Plautius, ha da Dogodumnos, lazhet e-kerzh emgann-veur Medway, e 43.

[kemmañ] Deveradur

Deut eo e anv da vezañ Konvelen e brezhoneg ha Cynfelyn e kembraeg. Eus an anv-se (met douget gant un den all evel-just) e teufe anvioù parrezioù Plougonvelen ha Plougouvelen.


[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all