Togodumnos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Togodumnos (?-43) a oa mab henañ Cunobelinos, roue ar bobl vrezhon anvet Catuvellauni, ha breur e oa da Garatacos. Lazhet e voe e-kerzh emgann ar Medway, e 43 goude JK.

Hervez Dion Cassius (Istore roman, LX) e oa mab da Gunobelinos, roue an Trinovantes. Sikour a reas e vreur Caratacos da lakaat e grabanoù war rouantelezh an Atrebatad Verica. War a greder ez eo pimpatrom ar roue brezhon mojennel Guiderius.

Togodumnos ha Caratacos a rene difennerien an enezenn a-enep lejionoù Aulus Plautius, met kannet e voent e daou emgann war c'hlann ar stêr Medway hag an Tavoez. Mervel a reas Togodumnos nebeut goude, ha Plautius a gemeras kêr Camulodunum.


Liammoù diavaez[kemmañ]