Caratacos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Caradog dirak an impalaer Claudius e Roma (skeudenn gant T. Prytherch)

Caratacos pe Karatakos (pe Caradog e kembraeg a vremañ, pe Karadeg, e brezhoneg a vremañ), a oa mab da g-Cunobelinos (Konvelen), ur roue brezhon en Enez Vreizh, er bobl anvet Catuvellauni. Hennezh eo an haroz brezhon a gasas ar Vrezhoned da vrezeliñ ouzh ar Romaned o doa aloubet e vro war-dro ar bloaz 43 betek ma voe tapet gant e enebourien e 51, en amzer an impalaer Claudius.

Hervez an istorour roman Dion Cassius e oa ur breur yaouankoc'h da Togodumnos. Faezhet e voent o-daou gant ar jeneral Aulus Plautius, war ar stêrioù Medway ha Tavoez. Mervel a eure Togodumnos un tamm goude, ha kemeret e voe kêr Camulodunum ( Colchester hiziv) gant Plautius.

E 51, hervez Tacitus , e kasas Silures hag Ordovices Kembre gantañ a-enep arme Publius Ostorius Scapula. Trec'het e voent gant Ostorius met skampañ kuit a eure Caratacos, tra ma voe tapet e diegezh gant ar Romaned. Neuze ez eas war-du an hanternoz, da vro Cartimandua, rouanez ar Brigantes, met honnezh a werzhas anezhañ d'ar Romaned. Kaset e voe da Roma evit bout diskouezet e trec'hlid e enebour gant e diegezh penn-da-benn. Ur brezegenn a reas dirak an impalaer, ha ganti e voe saveteet.

Hervez Dion en doa lavaret, o welout pinvidigezh Roma, « Penaos e kredit-hu, a zo kement a vadoù deoc'h, teurel ho c'hoant war hon zeltennoù paour ? »

Lennadurezh[kemmañ]

  • Leonard Cottrell, The Roman Invasion of Britain, Barnes & Noble. New York, 1992
  • Sheppard Frere, Britannia: a History of Roman Britain, Pimlico, 1991

Liammoù diavaez[kemmañ]