Yann-Eozen Jarl
Yann-Eozen Jarl (1902-1985), Jean-Yves Charles en ti-kêr, a oa ur barzh hag ur skrivagner bet ganet e Sant-Nouga hag aet da anaon e Pont-Marly (Yvelines).
Mab e oa da Yann-Vari Jarl, un artizan, ha da Vari Kourte. Dimezet e oa gant Helena Dorange (1905-1994), ha beziet int o-daou e Sant Nouga[1].
E-pad e vugaleaj, etre 1906 ha 1914, en doa darempred gant Yann-Vari Perrot a oa neuze kure e Sant Nouga. Kenteliet e oa bet gant diazezour ar Bleun-Brug er feiz kristen hag er vrogarantez evit Breizh. Masikod eo bet gantañ, ha levezonet en un doare don gant skouer speredel an ao. Perrot. Stag outañ e chomas gant ur geneilded vras ha darempredoù strizh betek drouklazh person Skrigneg, dreist-holl e-pad an Eil Brezel-bed.
Goude bezañ bet e skoliou bihan Sant-Nouga, Gwikar hag Equeurdreville (Normandi), e reas e studi er skolaj Sant-Loeiz e Brest hag e skolaj Santez-Vari e Pariz. Eno, war-dro 1920, e reas anaoudegezh gant Louis-Paul Nemo (Roparz Hemon) hag e kelennas brezhoneg dezhañ er C’helc’h Keltiek.
Bet e oa e-touez kentañ kenlabourerion Gwalarn.
Da-geñver emvod ar Bleun-Brug e Kastell-Paol e 1921 e c’hounezas trede priz ar prezegerezh ha kentañ priz ar varzhoniezh gant e oberenn gaer "Va mamm".
Mont a reas da Skol Verouriezh an Arme e 1933. E-kerzh ar brezel, e 1940, e teuas da vezañ Pourvezer an Arme evit departamant Il-ha-Gwilen hag e 1942 e oa pourvezer evit rannvro Breizh. Diwezhatoc’h e voe pourvezer-jeneral an Trede Arme e Saint-Dizier. Brezeliañ a reas en Afrika (Maroko, Tchad).
Evel kalz a Vreizhiz eus ar rummad-se e voe toullbac'het Yann-Eozen Jarl e 1944 ha jahinet a-raok bezañ didamallet(Daveoù a vank).
Oberennoù
Adkavout a c'heller e skridoù e Feiz-ha-Breiz, Gwalarn, Al Liamm, Imbourc'h, Hor Yezh, hag e skridoù skiantel (mentoniezh) e ti Hor Yezh.
Pennadoù
- "Va mamm", Feiz ha Breiz 08/234, 1922 (loreet gant ar Bleun-Brug).
- "Eur Wreg er skeud e traon an ti", Gwalarn 01/3, 1925.
- "Barzoneg", Gwalarn 150-51/357, 1942.
- "Tarzh ar c’hanv", Al Liamm 199/83, 1980.
- "Jedoniezh (eilvet klas)", Hor yezh 158, 1984.
- "Tarzh ar gourlenn", Al Liamm 233/341, 1985.
- "Un dastumad barzhonegou", Imbourc'h 233/1985 (dalif).
Levrioù
- Jedoniezh-Mentoniezh, Hor Yezh 1988/116 p. (dalif).
Skridoù diembann
- "Tevezerezh steredoniel", meneget e-barzh levrlennadur Geriadur ar Verdeadurezh - e div yezh, galleg, brezhoneg, Preder, 2004, p. 492 (ISBN 978-2-901383-60-4)
- "Kentelioù a verdeadurezh".
Mammennoù
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, 1992 .
- Feiz ha Breiz 08/1922/232.
- Al Liamm 200/166, 1980.
- Al Liamm 233/33, 1985.
Notennoù
- ↑ Imbourc'h 339, 1998 , p. 88 :
Distro relegoù YE Jarl e Sant-Nouga
.