Victor Segalen
Victor Segalen (brezhonekaet da Viktor Segalen moarvat) (1878-1919) zo ur mezeg-mor skrivagner, barzh, arkeologour ha sinologour breizhat en deus degaset da soñj donded sevenadurioù ar Reter-Pellañ (Sina ha Japan) hag Okeania. Lakaet en deus war wel oberenn al livour Paul Gauguin ivez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e Brest d'ar 14 a viz Genver 1878 er straed Massillon. E dad-kozh a oa mab bastard d'ur vatezh ganet e Plabenneg hag e oa Segalen hec'h anv-familh dezhi. Ur wech tapet e vachelouriezh e krogas gant studi ar vezegiezh-vor e Bourdel ken ez eas da zoktor e 1902. Lestrañ a reas da Bolinezia hag e tilestras e 1903 war enezenn Tuamotu hag en Inizi Markiz e-lec'h ma kavas roudoù Paul Gauguin, a oa marvet eno tri miz a-raok. Eno e kejas ouzh stuzegezhioù all, hini ar Vaoried peurvuiañ.
E 1905 e tistroas da Vrest hag e timezas. Kregiñ a reas gant studi ar sinaeg ha hini an arkeologiezh e Pariz (Skolaj Bro-C'hall ha Skol Yezhoù ar Reter).
Gant ar c'hont Auguste Gilbert de Voisins, ur beajour pinvidik, e savas un ergerzhadeg e kreiz Sina. Eus 1908 betek 1910 e reas furchadennoù hag e veajas betek Tibet. Kemer a reas perzh e kavadenn bez an impalaer Qin Shi Huang, unaner Sina e 220 KJK. Goude-se e tivizas chom e Beijing gant e wreg hag o mab ha mont da vezeg e kêr. Mont a reas da Vanchouria evit pareañ an dud tizhet gant ar vosenn. Adc'halvet e voe da Vro-C'hall e 1914 pa darzhas ar brezel-bed hag e servijas evel mezeg-lu ; e 1916 e voe adkaset da Sina gant an arme evit dastum ditouroù diwar-benn stad ar vro, a oa deuet da vezañ ur republik e 1911. E 1918 e tistroas da Vrest.
Klasket en doa sevel raktresoù beajoù nevez hag eñ klañv-diglañv pa varvas a-daol-trumm e 1919 : kavet e voe marv dindan ur wezenn e-kichen an Uhelgoad (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed) ha chomet en e dorn ur skouerenn eus Hamlet William Shakespeare.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hanter eus e oberennoù chomet e stad an dornskrid zo bet embannet pell goude e varv.
- A Dreuz an Arvor, 1899, deizlevr e galleg • Arroudoù en Cahiers de l’Iroise, n°80, 1973, pp. 206-213
- Les Immémoriaux, 1907, romant • 2001, Librairie Générale Française, ISBN 978-2-253-16057-1
- Stèles, 1912, barzhonegoù dindan al lesanv Max Anély • 1973, Gallimard, ISBN 978-2-07-032070-7
- Peintures, 1916, barzhonegoù • 2012, General Press, ISBN 978-1-235-14128-7
- Équipée, 1929, barzhonegoù • 1983, Gallimard, ISBN 978-2-07-025369-2
- Orphée-Roi, 1921, pezh-c'hoari • 2010, Nabu Press, ISBN 978-1-178-24328-4
- René Leys, 1925, romant • 2000, Gallimard, ISBN 978-2-07-041182-5
- La grande statuaire chinoise, 1972 • 2010, Flammarion, ISBN 978-2-08-124506-8
- Le Fils du Ciel, 1975, romant • 1993, Flammarion, ISBN 978-2-08-070377-4
- Oeuvres complètes, 2 levrenn ; aozet ha kinniget gant Henry Bouillier, 1995, Robert Laffont, ISBN 978-2-221-06462-7 (levrenn 1), 978-2-221-06705-5 (levrenn 2)
- Voyages au pays du réel : œuvres littéraires, 1999, Éditions Complexe, ISBN 978-2-87027-575-7