Việt Minh
Rann eus | resistance during World War II |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1941 |
Anv er yezh a orin | Việt Minh |
Prezidant | Hồ Chí Minh, Lê Duẩn, Phạm Văn Đồng |
Stad | Viêt Nam |
Luskad politikel | Tu-kleiz |
Ideologiezh politikel | socialist patriotism, Ho Chi Minh Thought, anti-imperialism |
Heuliet gant | Viet Cong |
Bet erlec'hiet gant | League for the National Union of Vietnam |
Việt Minh, Viet-Minh, Viêt-Minh pe Vietminh, berradur eus Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội "Kevread evit Dizalc'hiezh Viêt Nam", a oa ur c'hevread broadel evit dizalc'hiezh Viêt Nam savet e Pác Bó d'an 19 a viz Mae 1941.
Ar Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội a oa bet ganet e Nanjing, Sina, etre miz Eost 1935 ha fin ar bloavezh 1936 pa voe kavet an tu gant broadelourien nann-komunour Viêt Nam da gejañ gant holl nerzhioù broadelour ar vro evit sevel un talbenn unvan enep-impalaeriel.
An aozadur a gouezas goustadik en e boull betek ma voe adlañset da vat gant ar Strollad Komunour Indezat-sinat, Hồ Chí Minh en e benn e 1941. Ar Việt Minh en em roas evel pal pennañ deubiñ ar vro diouzh an Impalaeriezh Trevadennel C'hall. E-pad an Eil Brezel-bed, ar Stadoù-Unanet kement ha Republik Sina a roas harp d'ar Viêt Minh a-enep an alouberien japanat. Goude ar Brezel-bed, pa grogas ar stourm a-enep an drevadennerien c'hall, e voe harpet ar C'hallaoued gant SUA a-enep ar Viêt Minh. Ur wech kollet ar brezel gant ar C'hallaoued en em gavas ar Viêt Minh o stourm kement a-enep nerzhioù SUA evit re Republik Su Vietnam.
Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an Eil Brezel-bed, Impalaeriezh Japan a aloubas an trevadennoù c'hall indez-sinaat. Ar Viêt Minh a stourmas a-enep Japaniz hag ivez a-enep an nerzhioù C'hall a oa chomet evit derc'hel an trevadennoù. E dibenn ar bloavezh 1944, ar Viêt Minh a embanne bodañ 500 000 a izili, 200 000 anezho en Tonkin, 150 000 en Annam ha 150 000 e Kochinchina. Pa godianas Japan e miz Eost 1945 e roas he beli war lod savadurioù foran betek reiñ lod eus hec'h armoù tapet digant al lu c'hall d'ar Việt Minh, a oa renet gant Hồ Chí Minh. Ar pal a oa lakaat pennoù broadelour Viêt Nam da stourm a-enep an drevadennerien c'hall. Lod soudarded Lu Impalaeriezh Japan a emezelas er Viêt Minh evit reiñ o harp d'ar stourm dieubidigezh e-ser distreiñ da Japan.
Viêt-Minh ha Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh, ar vroadelourien eus al luskad Breiz Atao a glaskas reiñ o harp d'ar Viêt Minh dre ur santimant enepgall. Er gazetenn Breiz Atao e voe embannet neuze pennadoù a harpe dieubidigezh Viêt Nam pe a roe meul d'ar vroadelourien a oa o stourm eno evit o frankiz. Célestin Lainé, er bloavezhioù 1950, a roas un harp milourel dezho. Ul liamm a vez graet etre an trevadennoù c'hall en estrenvro ha Breizh.
Setu amañ ar pezh a skrivas "J. La B." (Olier Mordrel) e skrid-digeriñ Breiz Atao niverenn 1 :
« Par le Fer et par le Feu
Beaucoup de personnes s’étonnent de l’attitude de Breiz Atao parce qu’elles ne comprennent pas et ne reconnaissent pas que la Bretagne soit opprimée. […]
Nous sommes opprimés parce qu’au lieu de nous gouverner nous-mêmes, nous sommes gouvernés par des étrangers à notre Pays. […]
Les Africains du Nord, animés par ce grand souffle moderne qui veut qu’aucun peuple ne soit l’esclave d’un autre, revendiquent leur autonomie. La répression ne s’est pas faite attendre […]
En Indochine, la même politique de la matraque et de la calomnie […] »