Lê Duẩn
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Viêt Nam |
| Anv e yezh-vamm an den | Lê Duẩn |
| Vietnamese middle name | Văn |
| Anv-familh | Lê |
| Deiziad ganedigezh | 7 Ebr 1907 |
| Lec'h ganedigezh | Quảng Trị |
| Deiziad ar marv | 10 Gou 1986 |
| Lec'h ar marv | Ha Noi |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | kleñved |
| Lec'h douaridigezh | Mai Dịch Cemetery |
| Bugel | Lê Kiên Trung |
| Yezhoù komzet pe skrivet | vietnameg |
| Micher | politiker |
| Karg | member of the National Assembly of Vietnam, General Secretary of the Communist Party of Vietnam |
| Strollad politikel | Communist Party of Vietnam |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Brezel | Brezel Vietnam |
Lê Duẩn (bet ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1907 - aet da Anaon d'an 10 a viz Gouere 1986) a oa unan eus an dud o doa krouet Strollad Komunour Indez-Sina, goude ma tizoloas ar gomunouriezh pa oa o labourat war an hentoù-houarn er bloavezhioù 1920.
Anvet e veze ivez Le Dung pe "anh Ba" pe "Trede Breur".
Ezel e oa eus Poellgor Kreiz Republik Demokratel Viêt Nam dindan Hồ Chí Minh hag e gefridi e oa aozañ al luskad komunour kuzh e Republik Viêt Nam.
Dont a reas da vezañ Sektretour kentañ ar Strollad e 1960, eil ezel pouezusañ ar Strollad goude Hồ Chí Minh e-unan.
Da heul marv Hồ Chí Minh e teuas Duẩn da vezañ e penn Republik Demokratel Viêt Nam, ha Viêt Nam a-bezh da c'houde, rak p'en en adunvanas an div Stad e 1976, e oa bet lakaet Duẩn da Sekretour-Meur ar Strollad.
Sevel a reas a-du gant aloubadeg Kambodja gant Viêt Nam a-benn skarzhañ diouzh gouarnamant ar vro-se Strollad Komunour Kampuchea (Khmered Ruz) e save Sina a-du gante. Diazezet e oa bet neuze an darempredoù etre Viêt Nam ha Republik Pobl Sina, ha skarzhañ a reas Viêt Nam holl Sinaiz a-orin diouzh ar vro ha stardet e voe al liammoù gant an Unaniezh Soviedel.
E 1979 e oa bet roet Priz Lenin ar Peoc'h da Lê Duẩn.
Kenderc'hel a reas en e bost Sekretour-Meur betek deiz e varv e Hà Nội. Trường Chinh a voe en e lec'h.