Mont d’an endalc’had

Troia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Troja)
Troia
lec'h arkeologel
Rann eusMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Deiziad krouiñ3000 BCE Kemmañ
Anv er yezh a orinΤροία Kemmañ
Emezelet ouzhMuseum Directorate of Çanakkale Kemmañ
StadTurkia Kemmañ
E tiriadÇanakkale, Çanakkale Kemmañ
Lec'hHisarlik Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°57′27″N 26°14′20″E Kemmañ
Darvoud-alc'hwezBrezel Troia Kemmañ
Deiziad divodañ500 Kemmañ
Statud gladelGlad bedel Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://muze.gov.tr/muze-detay?sectionId=TRV01&distId=TRV Kemmañ
World Heritage criteria(ii), (iii), (vi) Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Troy Kemmañ
Map
Mogerioù dizoloet e keoded Troia

Troia, Τροία Troia pe Ίλιον Ilion e henc'hresianeg, Troia pe Ilium e latin, a zo ur geoded vojennel a c'hoarvezas brezel Troia dirak he mogerioù hervez an Ilias dreist-holl, unan eus an daou varzhoneg meurzanevellek lakaet dindan anv Homeros.


Pa oa an impalaer roman Aogust o ren e oa bet diazezet eno ar geoded nevez Ilium a vleunias betek krouidigezh Kergustentin, a reas dezhi digreskiñ e-pad Impalaeriezh roman ar Reter.

Er bloavezhioù 1870 e teuas an arkeologour alaman Heinrich Schliemann da furchal el lec'h ma krede dezhañ e oa Troia dre forzh lenn an testennoù kozh. Kavet ez eus bet meur a geoded savet an eil war eben a-hed ar c'hantvedoù. Soñjet ez eus bet e c'hellfe ar geoded anvet Troia VII bezañ hini Homeros marteze.

Lod a soñj e c'hellfe ar geoded-se bezañ Wilusa, ur gêr meneget e testennoù hittitek. Marteze e teufe Wilusa eus Wilion, un anv tost ouzh hini Ilion.

Troia er vojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn Troia

Hervez mitologiezh Hellaz e oa Troia kêr-benn rouantelezh Troia, war aod Azia-Vihanañ, ur vro henc'hresian anezhi ha pinvidikaet gant ar c'henwerzh. Difennet e oa gant mogerioù divent, ma soñjed n'halle ket bezañ kemeret gant un arme.
Kredet e veze e tiskenne tierned Troia eus Dardanos, mab da Zeus hag Elektra. Hervez an Henc'hresianed e teue Dardanos eus Arkadia, met ar Romaned a lavare e oa deuet Dardanos eus Italia a-raok mont da enez Samotrakia e lec'h ma veve Teukros a roas unan eus e verc'hed da zimeziñ d'e ostiz.
Mab-bihan Dardanos, Tros, a roas e anv d'ar rouantelezh savet diwar trevadennerezh an aodoù e-tal Samotrakia. Ilos, mad Tros, a diazezas, sañset, keoded Ilion e oa roet gant Zeus ar Palladium. Gant Apollon ha Poseidon e oa bet savet ar mogerioù-difenn diwar goulenn Laomedon, mab da Ilos ar yaouankañ, met nac'hañ a reas Laomedon paeañ e dle ha beuzet e voe an tolead gant an dour mor kaset gant Poseidon. Hemañ a c'houlennas ma vefe aberzet ar merc'h yaouank Hesione en ur c'has anezhi da vezañ debret gant un aerouant mor a lazhas ivez an dud o chom war ar maez.
Herakles a lazhas Laomedon hag holl e vibien nemet Priam a zeuas da vezañ roue Troia. Aloubet e oa bet Troia e-pad e ren hervez ar vojenn (Sellet ouzh Brezel Troia). War Menez Ida en Azia Vihan eo e voe skrapet Ganymede gant Zeus, ma voe hoalet Anchises gant Afrodite, ma c'hanas Afrodite he mab Aeneas, ma vevas Paris evel mesaer, m'edo an nimfenned o chom, ma c'hoarvezas "Barnadenn Paris", ma veze an doueed oc'h arvestal ouzh Brezel Troiar, ma veze Hera o hoalañ Zeus evit reiñ tro d'an Akeaned, gant skoazell Poseidon, da virout ouzh arme Troia da vont war vor, ma tiskuizhas Aeneas hag e goskor ken na zistoas ar c'hresianed da Hellaz .

Troianed brudet :

An nimfezed Aisepid a oa naiadezed ar stêr s Aisepos e Troia. Pegsis a oa naiadenn ar stêr Grenikos tost da Droia.

Menez Ida en Azia Vihan.

Troia e spered Homeros

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Ilias e stalias an Achaeaned o c'hamp tost da veg ar stêr Scamander (moarvat ar C'haramenderes a-vremañ), e-lec'h m'o doa douaret o bigi. Ker Troia a oa savet war-lein ur run, en tu all da blaenenn ar Scamander, e-lec'h m'en em gavas emgannoù brezel Troia. Hiziv, lec'hiadenn ar site gozh 'zo ur 15 kilometrad bennaket diouzh an aod, met beg kozh ar Scamander, 3,000 bloaz 'zo, a oa ur 5 kilometrad bennaket pelloc'h en diabarzh an douaroù, hag ar ster a rede e-barzh ur bae hag a zo bet leuniet bremañ gant al liñvaj.

Arkeologiezh Troia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn arkeologel Hisarlik

Niveret eo Gweleadoù an dismantroù Troia I – Troia IX, gant azrannoù lies :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.