Dardanos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dardanos (Δάρδανος / Dárdanos e gregach) eo anv haroz Dardania, mab da Zeus ha da Elektra. Breur eo da Iasion (pe "Iasos").

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Dionysios Halikarnassos e vije bet dimezet Dardanos da C'hryse, ha meur a vab o dije bet.

Kement-se ne gaver ket gant an oberourien all, ha hervez danevell Pseudo-Apollodoros, e teuas Dardanos eus Samothrake, e tiazezas e Troas, ma timezas da v-Bateia, merc'h d'ar roue Teukros.

Neuze e savas kêr Dardania, hag eñ eo tad an « Dardaned ».

Tad eo da Ilos ha da Eric'hthonios. Ilos a voe roue war e lerc'h, met mervel a reas divugel, hag Eric'hthonios an hini a voe roue neuze, hag ur gourdouaren dezhañ eo a ziazezas kêr Troia ha lignez ar rouaned anezhi.

Hervez ar barzh latin Vergilius e teuas an doueed Penat da lavarout da Aineias, gourvab da Zardanos, goude Brezel Troia, distreiñ da Hesperia, bro orin Dardanos, da lavarout eo, gouez d'ar barzh, Italia a vremañ.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]