Dardania (Anatolia)
Dardania zo anv ur geoded henhellazat, savet e Menez Ida gant Dardanos, ha hini ar vro en-dro dezhi. Eus an anv-se e teu an anv Dardanelloù.
Pelec'h emañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Edo war aod Azia an Hellespontos, ar strizh-mor etre Mor Egea ha Mor Marmara, er mervent da hengêr Abydos, e proviñs turk Çanakkale.
Hervez Apollodoros[1] hag Homeros[2] e oa bet krouet kêr Dardania (pe "Dardanos") gant Dardanos pa oa nevez-deuet eus enez Samothrake nepell.
Hervez Homeros atav ne oa ket a gêr er vro, ha bevañ a rae an dud ouzh tor menez Ida. Hervez Apollodoros e oant Teukrianed, sujidi ar roue Teukros.
Pa varvas ar roue e teuas Dardanos, a oa dimezet d'e verc'h Bateia, da vezañ roue an Deukrianed a voe graet Dardaned anezho diwezhatoc'h.
Diwezhatoc'h ez eas e c'hourdouaren, Ilos, da sevel Troia, hag e teuas an anv Troianed war-wel. D'an oberourien dostoc'h e oa heñvel ar gerioù « Troianed », « Dardaned » pe « Teukrianed ».
Setu div werzenn, tennet eus Katalog an Droianed (en eil kan an Ilias) hag a ziskouez e oa disheñvel an div bobl:
« E penn gwazed Troia e kerzh Hektor veur...
Aineias emañ dindanañ brezelourien Dardania. »
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bibliotheke III, 12,1.
- ↑ Ilias XX, 216.