Bateia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bateia (Βάτεια Báteia e henc'hresianeg) a oa rouanez Dardania.

Meneg anezhi zo bet graet gant ar Pseudo-Apollodoros, a skriv e oa merc'h Teukros , roue Troas, ha gwreg Dardanos, hag e oa mamm Eric'hthonios.

Diskenn a ra rouaned Troia eus Bateia eta. Hervez Apollodoros he doe ur mab all, Ilos.

Un dorgenn nepell diouzh Troia a oa en hec'h anv hervez Homeros.