Mont d’an endalc’had

Timbroù Belarus

Eus Wikipedia

Emañ Belarus e reter Europa, en hanternoz da Ukraina, etre Rusia, Polonia hag ar Broioù balt. Ul lodenn eus Impalaeriezh Rusia e voe adalek an XVIIIvet kantved.

Aloubadeg gant Alamaned (1915-1918)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr Alamagn

E-kerzh ar Brezel-bed kentañ, e 1915, e voe aloubet lodenn gornôgel Belarus gant Alamagn ha lakaet dindan ren ar velestradurezh vilourel anvet Oberbefehlshaber der gesamten Deutschen Streitkräfte im Osten (berradur :Ober ost), da lavaret eo "Gourc'hemennerezh uhelañ an holl nerzhioù alaman er Reter".

E miz C'hwevrer 1918 e voe aloubet hogos Belarus a-bezh gant Alamagn. Timbroù Alamagn dreistmoullet gant Ober ost a voe implijet er vro.

Republik Pobl Belarus (1918)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr ar Gouarnamant en harlu

E miz Meurzh 1918 e sinas Alamagn ha Rusia Feur-emglev Brest-Litovsk. Dont a rae Belarus da vezañ ul lodenn eus tachenn levezon Alamagn.

Belarus a embannas he dizalc'hiezh evel Republik Pobl Belarus. Ne badas ket pell avat : pa voe peurechuet ar Brezel-bed kentañ (miz Du 1918) ec'h eas kuit an arme alaman hag aloubet e voe an tiriad gant arme URSS e miz Kerzu. Gant skoazell Rusia e voe krouet Republik Sokialour Soviedel Bielorusia e miz Genver 1919.

En harlu ec’h embannas gouarnamant Republik Pobl Belarus timbroù e 1920. Diaes eo gouzout e peseurt mod int bet implijet. Lennet e veze "БНР" war an timbroù – berradur "Беларуская Народная Рэспубліка", a dalv "Republik Pobl Belarus".

Republik Sokialour Soviedel Bielorusia (1918-1941 ha 1945-1991)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr 1933

N'eus ket bet embannet timbroù dindan an anv RSS Bielorusia, met kavet e vez timbroù a denn d’ar vuhez, d’ar savadurioù, da dudennoù Bielorusia e-touez ar re embannet gant postoù an Unaniezh Soviedel.

Aloubadeg Alamagn (1941-1944)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr Ostland

E 1941 e voe nullet Emglev Molotov-Ribbentrop gant Alamagn hag aloubet an Unaniezh Soviedel. Staget e voe lodenn gornôgel Belarus ouzh Alamagn. Lakaet e voe al lodennoù kreiz dindan ar velestradurezh keodedel (Reichskomisariat Ostland ha Reichskomisariat Ukraina). Al lodenn reterañ a chomas dindan velestradurezh vilourel a-hed ar brezel.

Dreistmoullet e voe timbroù boas Alamagn (poltred Hitler) gant OSTLAND ("Bro ar Reter").

E 1944 e voe adstaget Bielorusia ouzh an Unaniezh Soviedel, gant an harzoù a anavezomp hiziv an deiz.

Republik Belarus (1992- )

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr kentañ (1992)

Goude diskar an Unaniezh Soviedel e voe disklêriet dizalc'hiezh Republik Belarus e 1991.

Ofisiel eo hiviziken an anv BELARUS (e-lec’h BIELORUSIA) a gaver skrivet war bep timbr gant al lizherenneg latin hag al lizherenneg kirillek war un dro.

Krog e voe Postoù Belarus da embann timbroù e 1992, liesseurt an danvez anezho : tudennoù istor Belarus, arouezioù ar Republik (skoed, banniel), loened ar vro, gwiskamantoù hengoune hag all.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]