Mont d’an endalc’had

Thales Miletos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Thales)
Thales Miletos

Thales Miletos, anvet Thales peurvuiañ (Θαλής ο Μιλήσιος / Thalês o Milêsios en henc'hresianeg), a oa ur prederour Ionian eus ar marevezh kent Sokrates. Ganet e oa bet e Miletos e-tro ar bloavezh 625 ha marvet war-dro ar bloavezh 547 kent J.-K.. Unan eus Seizh Fur Bro-C'hres e oa, ha krediñ a reer e oa bet savet Skol Miletos gantañ.
Sellet e vez ouzh Thales evel ouzh ar c'hentañ prederour, skiantour ha matematikour gresian hag ivez evel ar c'hentañ prederour eus ar C'hornôg[1].

Diaes eo lec'hiañ Thales en amzer mar dalc'her kont eus deiziad ar fallaenn heol a vije bet rakjedet gantañ[2]. Met lavaret a ra Diogenes Laertios e vije marvet da vare an 58vet olimpiadenn (548-545 kent. J.-K.).

Anat eo e oa bet dreistkaeraet buhez Thales, ar pezh a anavezomp eus ar prederour-se, evel hini ar brederourien all eus ar marevezh kent Sokrates, a skoazell ac'hanomp dreist-holl da anavezout patrom boutin ar furien e Bro-C'hres. Diwar ar pezh a oa bet skrivet gant Herodotos, e tanevell Diogenes e vefe Thales ur mab da Esamios, ur marc'hadour ha da g-Kleobouline[3]. Lennet e vez a-wechoù e vefe un diskennad eus tiegezh an d-Thelidaeed, rouaned mojennel a Fenikia dre lignez Agenor ha Kadmos Thebai. Diogenes ha mammennoù all a ziskleir a-du-arall e oa a orin beotian pe fenikian marteze, m'en dije bevet da vare Solon ha Kroisos ha ma vije deuet da chom da Viletos gant e vignon Neileos. N'eo ket sur eta e vije bet ur Miletosad eus Thales, goude ma vez graet anezhañ diskennad un tiegezh pinvidik eus Miletos gant un hengoun ledet a-walc'h.

Pa oa savet Miletos gant ar C'hresianed e oa ul lodenn eus ar boblañs hag a oa a orin karian. Anv tad Thales zo savet war ur patrom karian.

War a skriv Diogenes Laertios (1.25-26) e oa daou istor diwar-benn buhez Thales. Hervez an hini kentañ e oa dimezet hag en doa bet ur mab, "Cybisthus" pe "Cybisthon", peotramant ec'h advabas ur niz dezhañ a oa en anv-se. Hervez an eil istor ne zimezas nepred, pa lâre e oa re yaouank da zimeziñ pa oa yaouank ha re ziwezhat da eurediñ pa oa erru war an oad.

Kregiñ a reas e vuhez evel marc'hadour ha goude e kemeras perzh er vuhez politikel.

Setu amañ ar pezh a zanevell Diogenes Laertios evit ar pezh a sell ouzh e vuhez politikel :

« Seblantout a ra bezañ bet ur c'huzulier politikel a-bouez. Pa oa bet kaset kannaded gant ar roue Kroisos evit kinnig d'ar Viletosiz kemer perzh gantañ er brezel a-enep d'ar Bersed e savas a-enep ar c'hinnig. A-drugarez d'an nac'hadenn-se e chomas dieub ar geoded goude trec'h Kirus. »

Oc'h harpañ war ar vrud en doa gounezet e-giz-se e teuas a-benn da lakaat ar c'heodedoù-stad (pe polisoù) eus Ionia da sevel ur c'hevredad[4].

E-kerzh ar brezel etre ar Bersed hag al Lidianed, en dije distroet ul lodenn eus ar stêr Halys diouzh he naoz evit lezel arme Kroisos da dremen[5].

Un devezh e savas en ur vag o vont da Naokratis (Egipt a-vremañ), kêr brudet evit gouiziegezh he skiantourien. Studiañ a reas ar matematik eno, ar ventoniezh pergen, hag e reas un nebeud dizoloadennoù war an dachenn-se c'hoazh[6].

Damkaniezhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oa ket bet dedennet Thales gant an niveroniezh hag ar jedoniezh met kentoc'h gant ar ventoniezh. An nevezadenn bouezusañ a zegasas a oa disklêriañ gwirionezioù na oant ket gwir evit un dra fetis pe un degouezh dibar hepken met a oa gwir atav evit ur rummad traoù difetis en e bezh, pep hini eus an traezoù matematek-se o vont d'ober ur boud ideel, na c'halled meizañ nemet dre ar preder ha dezverkus eus an holl draezoù damheñvel a c'haller ijinañ.

Teorem Thales : DE/BC = AE/AC = AD/AB

Anavezet mat e oa Thales evit e implij nevez eus ar ventoniezh. Gouest e oa da lakat e oueziadurioù da dalvezout en un doare pleustrek.
Hervez Diogenes Laertios, e Buhezioù, doktrinoù ha lavaroù ar brederourien illur da skouer, e lavar Hieronymos e oa bet gouest da vuzuliañ ment piramidennoù Egipt. Klasket en dije ar Faraon Amasis amprouiñ e ouiziegezh hag en dije lâret dezhañ ne oa den ebet gouest da c'hoût pe uhelder e oa ar Biramidenn Vras[7].

Brudet eo e anv a-drugarez da deorem Thales (na anaveze ket) a ro liammadennoù etre keñverioù hedoù en tric'hornioù. Lakaet e vije bet anat an teorem-se evit ar wezh kentañ gant Euklides a zispleg anezhañ e c'hwec'hvet levrenn an Elfennoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Da skouer, Friedrich Nietzsche, Die Philosophie im tragischen Zeitalter der Griechen / Ar Brederouriezh da vare trajediennoù ar C'hresianed(fr) La philosophie à l'époque tragique des Grecs, Folio, 1990, (ISBN 978-2-07-032522-1)
  2. Hervez Herodotos, I, 74 :
    « Kiasare o goulennas en-dro. Goude e nac'hadenn e savas brezel etre an daou diern-se. E-pad pemp bloaz ma padas e veze alies gounidoù gant ar Veded hag al Lidianed a-bep eil, hag ar c'hwec'hvet bloaz e oa bet ur seurt emgann diouzh an noz : rak, pa stagjont gant un emgann, goude berzh ha diverzh kevatal evit an div gostezenn, ez eas an deiz da noz e-keit ha ma oa an div arme o stourm tal-ouzh-tal. Thales Miletos en devoa disklêriet ar c'hemm-se da Ioniz, hag en devoa lâret dezhe pegoulz er bloavezh e c'hoarvezje. Paouez a reas al Lidianed hag ar Veded d'en em gannañ pa weljont e oa bet kemeret lec'h an deiz gant an noz hag e oa bet warne muioc'h a vall a-se da sinañ ar peoc'h. Siennesis, roue Kilikia ha Labinetos, roue Babilon, a oa bet kemeret da dredeoged ; hastañ skoulmadenn an emglev o doa graet, ha kreñvaat a rejont anezhañ gant un eured. Evel ma soñjent ne veze ket padus an emglevioù hep ul liamm kreñv ec'h alijont Aliattes da reiñ e verc'h Arienis da Astiages, mab Kiasare. Ar memes lidoù hag ar C'hresianed a vez miret gant ar broadoù-se ; met skejadennoù bihan a reont war o divrec'h ouzhpenn hag e lipont ar gwad a ziver diouzh divrec'h an eil egile. »
  3. I, 22 :
    « Thales, hervez Herodotos, Douris ha Demokrites, a oa mab d'ar marc'hadour Esamios ha da g-Kleobouline hag unan eus tiegezh an d-Thelidaeed, a orin fenikian hag a ziskenne war-eeun eus Agenor hag eus Kadmos, ma kreder ar pezh a lavar Platon. »
  4. Herodotos, I, 170 :
    « κεκακωμένων δὲ ̓Ιώνων καὶ συλλεγομένων οὐδὲν ἡ̂σσον ἐς τὸ Πανιώνιον, πυνθάνομαι γνώμην Βίαντα ἄνδρα Πριηνέα ἀποδέξασθαι ̓́Ιωσι χρησιμωτάτην, τῃ̂ εἰ ἐπείθοντο, παρει̂χε ἂν σφι εὐδαιμονέειν ̔Ελλήνων μάλιστα: [2] ὃς ἐκέλευε κοινῳ̂ στόλῳ ̓́Ιωνας ἀερθέντας πλέειν ἐς Σαρδὼ καὶ ἔπειτα πόλιν μίαν κτίζειν πάντων ̓Ιώνων, καὶ οὕτω ἀπαλλαχθέντας σφέας δουλοσύνης εὐδαιμονήσειν, νήσων τε ἁπασέων μεγίστην νεμομένους καὶ ἄρχοντας ἄλλων: μένουσι δέ σφι ἐν τῃ̂ ̓Ιωνίῃ οὐκ ἔφη ἐνορα̂ν ἐλευθερίην ἔτι ἐσομένην. [3] αὕτη μὲν Βίαντος του̂ Πριηνέος γνώμη ἐπὶ διεφθαρμένοισι ̓́Ιωσι γενομένη, χρηστὴ δὲ καὶ πρὶν ἢ διαφθαρη̂ναι ̓Ιωνίην Θάλεω ἀνδρὸς Μιλησίου ἐγένετο, τὸ ἀνέκαθεν γένος ἐόντος Φοίνικος, ὃς ἐκέλευε ἓν βουλευτήριον ̓́Ιωνας ἐκτη̂σθαι, τὸ δὲ εἰ̂ναι ἐν Τέῳ ̔Τέων γὰρ μέσον εἰ̂ναι ̓Ιωνίησ̓, τὰς δὲ ἄλλας πόλιας οἰκεομένας μηδὲν ἡ̂σσον νομίζεσθαι κατά περ ἐς δη̂μοι εἰ̂εν: οὑ̂τοι μὲν δή σφι γνώμας τοιάσδε ἀπεδέξαντο. »
    « Goude ma oant gwall vec'hiet gant ar gwalleurioù e talc'he an Ionianed d'en em vodañ er Panionion. Bias Priene a roas dezho, evel em eus desket, un ali emsav-kenañ en dije graet anezhe an eürusañ eus holl ar C'hresianed, m'o dije selaouet anezhañ. Atizañ a reas anezhe da vont war vor holl asambles er memes strollad listri, da vont da Sardinia, ha da sevel ur geoded hepken evit an holl Ionianed. Diskouez a reas dezho ne vijent ket sklaved ken a-drugarez d'an dra-se, e pinvidikajent, ha dre ma vijent o chom an hini vrasañ eus holl an enezennoù, e kouezhfe an holl re all dindan o beli ; ma chomjent en Ionia, avat, ne wele evito spi ebet da gaout o frankiz en-dro. Hemañ eo an ali a roas Bias d'an Ionianed, goude dezho bezañ bet lakaet er sklaverezh ; met, a-raok ma voe trec'het o bro, Thales Miletos, a oa genidik e hendadoù eus Fenikia, a roas ivez dezho unan hag a oa mat-kenañ. Hemañ a oa da sevel e Teos, e kreiz Ionia, ur c'huzul hollek evit holl ar vroad, hep emellañ e gouarnerezh ar c'heodedoù all, o dije dalc'het da heuliañ o gizioù dezhe o-unan evel ma vijent bet kement a gantonioù disheñvel. »
  5. Hervez Herodotos, I, 75.
    « Kyrus en doa lakaet er vac'h Astyages, e hendad a-berzh e vamm. Didronet en doa anezhañ evit abegoù emaon o vont da zisplegañ en istor-mañ da-heul. Kroisos, droug ennañ ouzh Kirus abalamour da se, en doa kaset kannaded d'an diouganlec'hioù evit gouzout hag eñ e oa fur disklêriañ ar brezel d'ar Bersed. Eus Delfi e oa bet kaset dezhañ ur respont forc'hellek, a grede bezañ a-du gant e vennozh, ha war se en doa divizet kas e arme war douaroù ar Bersed. Pa oa degouezhet war glannoù ar stêr Halys, e lakaas e arme, da'm soñj, da dremen war ar pontoù a weler bremañ eno ; met, hervez ar pep brasañ eus ar C'hresianed, e oa bet digoret dezhañ an hent gant Thales Miletos. Lakaet e oa Kroisos nec'het, emezo, evit lakaat e arme da dremen an Halys, abalamour ma ne oa ket savet c'hoazh en amzer-hont ar pontoù a weler bremañ war ar ster-se, Thales, a oa neuze er c'hamp, a lakaas da dremen a-zehou d'an arme ar ster a rede a-gleiz dezhi. Setu amañ penaos en em gemeras. Lakaat a reas toullañ, en ur gregiñ a-us d'ar c'hamp, ur ganol zon e stumm ur c'hresk-loar, e doare ma c'hallfe an arme kavout anezhi a-dreñv dezhi el lec'h ma oa. Ar stêr, a oa bet distroet diouzh he naoz kozh en hini nevez, a redas a-nevez hed-a-hed an arme hag a zistroas d'he naoz kentañ, izeloc'h. Kerkent ha ma voe rannet e div wazhenn, e c'hallas an dud treuziñ an div vrec'h dre ur roudouz. Lod a lavar memes e oa bet disec'het an naoz kozh penn-da-benn ; met n'hallañ ket sevel a-du gant ar meno-se. Penaos eta o dije graet Kroisos hag al Lidianed da dreuziñ ar stêr pa zeujont en-dro»
  6. Hervez Aetius, Menoioù, I, III, I.
  7. Ploutarc'hos, Banvez ar Seizh Fur, §2 :
    « E-giz-se, c'hwi, Thales, estlammiñ a ra roue Bro-Egipt ouzhoc'h, hag, ouzhpenn traoù all, dudiet eo bet forzh pegement gant an doare ho peus muzuliet ar biramidenn hep tamm chati ebet hag hep kaout ezhomm nep benveg. Goude bezañ savet ho pazh e penn ar skeud a rae ar biramidenn, ho peus savet daou dric'horn dre spin ur skin, hag ho peus diskouezet e oa ar memes kenfeur etre uhelder ar vazh hag uhelder ar biramidenn hag etre hirder an daou skeud. »