Mont d’an endalc’had

Svetlana Aleksievitch

Eus Wikipedia
Svetlana Aleksievitch

Svetlana Aleksievitch e Köln e 2013


Ganedigezh 31 a viz Mae 1948
Stanyslaviv
 Republik Soviedel Ukraina
Broadelezh  Belarusat
Micher Kazetennerez
Skrivagnerez
Priz pennañ
2015
2013


1984
Priz Nobel al Lennegezh

Svetlana Aleksandrovna Aleksievitch (belaruseg : Святлана Аляксандраўна Алексіевіч), bet ganet d'an 31 a viz Mae 1948 e Stanyslaviv (Republik Soviedel Ukraina), zo ur gazetennerez hag ur skrivagnerez rusianek velarusat.
A-hed he buhez eo savet eneo an diktatouriezh ; skoazellet eo bet en he stourm gant ar gevredigezh skrivagnerien PEN International hag Open Society Foundations George Soros.

E 2015 ez eas Priz Nobel al Lennegezh ganti « en enor d'he skridoù liesvouezhiek, ur volz d'ar boan ha d'ar galonegezh en hon amzer. »[1].

Ganet eo bet e kêr Stanyslaviv, e kornôg Republik Soviedel Ukraina), d'ur Belarusad ha d'un Ukrainadez. E Belarus avat e voe desavet gante ; rener-skol e oa an tad, skolaerez ha levraouegerez e oa ar vamm.[2]
Echu ganti ar skol ez eas da gelaouerez evit meur a gazetenn kent tapout he diplom a gazetennerez digant Skol-veur Stad Belarus e Minsk e 1972. Adalek 1976 e voe doraetaerez ar gelaouenn lennegel Neman e Minsk.

A-feur ma'z ae war-raok en he resped e troas da arbennigourez war an danevellañ testenioù komzet diwar-benn darvoudoù mantrus a c'hoarvezas en Istor URSS : an Eil Brezel-bed, Brezel Afghanistan (1979-1989), gwallreuz kreizenn nukleel Tchornobyl e 1986 ha diskar an Unaniezh Soviedel e 1991.

Dre ma veze heskinet en he bro gant renad Loukachenka (*1954, prezidant Belarus abaoe 1994), a dammalle dezhi bout ur wazourez eus ar CIA, a selaoue he fellgomzadennoù hag a verze outi en em ziskouez d'an holl e kuitaas Belarus a-drugarez d'an International Cities of Refuge Network hag a roas repu dezhi e Pariz[3]. Eno e vevas kent Gothenburg ha Berlin ; e 2011 e tistroas da Vinsk.

Diwar testenioù kenstrollet gant aked eo savet oberoù Svetlana Aleksievitch, a venn kontañ istor fromel tud URSS hag ez-URSS. Ar skrivagnerez he-unan a lavar bout bet levezonet gant labour ar Bielorusat Ales Adamovitch (1927-1994) hag a enrolle testenioù dreistbevidi ar c'hêriadennoù a oa bet devet gant an Nazied. Heñvel he deus graet Svetlana Aleksievitch neuze, p'he deus dastumet mouezhioù maouezed e-pad seizh bloavezh.[2]

Kement-se e voe danvez he levr kentañ, У войны не женское лицо "Ar brezel n'en deus ket dremm ur vaouez", bet embannet e Minsk e 1985 : savet eo diwar unangomzoù maouezed diwar-benn an Eil Brezel-bed ; biskoazh ne oa bet klevet ar pezh a gontont.
E 1985 ivez e teuas er-maez e Moskov Последние свидетели: сто недетских колыбельных "An testoù diwezhañ : kant luskellerez nann-bugelek" ma tanevell eñvorennoù brezel kontet gant bugale.

E 1991 e voe embannet Цинковые мальчики "Paotred zink" e Moskov, a-zivout Brezel Afghanistan.
E 1994 e voe Зачарованные смертью "Strobinellet gant ar marv", diwar-benn an emlazhioù diniver a voe a-c'houde diskar URSS. E 1997, e Moskov bepred, e teuas Чернобыльская молитва "Pedenn Tchornobyl" er-maez. Время секонд хэнд "Amzer eil dorn" a zeuas er gouloù e 2013 ; danevellañ a ra soñjoù an dud en amer goudesoviedel.

  • Медаль имени Святой Евфросиньи Полоцкой / Medalenn santez Eufrasina Polotsk, Belarus, 1984
  • Орден «Знак Почёта» / Urzh an Ardamez a Enor, URSS, 1984
  • Литературная премия имени Николая Островского Союз писателей СССР / Priz Lennegel Nikolay Ostrovskiy Unaniezh Skrivagnerien URSS, 1984
  • Премия журнала «Октябрь» / Priz ar gelaouenn lennegel « Oktyabr », URSS, 1984
  • Литературная премия имени Константина Федина Союза писателей СССР / Priz Lennegel Konstantin Fedina Unaniezh Skrivagnerien URSS, 1985
  • Премия Ленинского комсомола / Priz Leninski komsomol, URSS, 1986
  • Премия «Литературной газеты» / Priz ar « Gazetenn Lennegel », URSS, 1987
  • PEN Tucholsky-Preis Award / Priz Tucholsky-Preis PEN, Sveden, 1996
  • Премия имени Андрея Синявского редакции «Новой газеты» / Priz Andrei Siniavskyi ar gazetenn « Novaya Gazeta », Rusia, 1997
  • Премия журнала «Дружба народов» / Priz ar gazetenn "Mignoniezh ar Pobloù", Rusia, 1997
  • премия «Триумф» / Priz « An Trec'hlid », Rusia, 1997
  • Leipziger Buchpreis zur Europäischen Verständigung / Priz Lennegel Leipzig evit ar C'henemglev Europat, Alamagn, 1998
  • Herder-Preis / Priz Herder, Alamagn, Aostria, 1999
  • Erich-Maria-Remarque-Friedenspreis / Priz ar Peoc'h Erich Maria Remarque, 2001
  • National Book Critics Circle Award / Priz Broadel ar Skridvarnourien, SUA, 2006
  • Oxfam Novib/PEN Award / Priz Oxfam Novib/PEN, Izelvroioù, 2007
  • Nagroda im. Ryszarda Kapuścińskiego za Reportaż Literacki / Priz Ryszard Kapuściński ar Gelaouadenn Lennegel, Polonia, 2011 ha 2015
  • Friedenspreis des Deutschen Buchhandels / Priz ar Peoc'h al Levrdiourien Alaman, Alamagn, 2007
  • Priz Médicis Essai, Bro-C'hall, 2013
  • Priz Nobel al Lennegezh, Sveden, 2015

Siwazh, n'eo ket bet troet Svetlana Aleksievitch c'hoazh.
Setu amañ neuze he levrlennadur gallek, en urzh o embannadur orin.

Ar c'hendiviz etre ar skrivagnerez ha Michel Eltchaninoff a gavor e :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Lec'hienn ofisiel Priz Nobel
  2. 2,0 ha2,1 Svetlana Aleksievitch, en ur c'hendiviz gant Michel Eltchaninoff, in Svetlana Alexievitch, Œuvres, op. cit.
  3. (en) Lannan

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.