George Soros
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Hungaria |
| Anv e yezh-vamm an den | George Soros |
| Anv ganedigezh | Schwartz György |
| Anv-bihan | George |
| Anv-familh | Soros |
| Anv e kana | ジョージ・ソロス |
| Deiziad ganedigezh | 12 Eos 1930 |
| Lec'h ganedigezh | Budapest |
| Tad | Tivadar Soros |
| Mamm | Elizabeth Soros |
| Breur pe c'hoar | Paul Soros |
| Pried | Tamiko Bolton |
| Bugel | Alexander Soros, Gregory Soros, Jonathan Soros, Robert Soros, Andrea Soros |
| Kar | Daisy Soros |
| Yezh vamm | hungareg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | esperanteg, saozneg, hungareg |
| Kondaonet evit | insider trading |
| Implijer | Open Society Foundations, Soros Fund Management, Kaupthing Singer & Friedlander |
| Bet war ar studi e | London School of Economics and Political Science |
| Bet studier da | Karl Popper, Harold Laski |
| Lec'h annez | Budapest, Bro-Saoz, New York |
| Lec'h labour | Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet |
| Floruit | 2013 |
| Emezelet ouzh | Soros Fund Management |
| Affiliation string | Soros Fund Management LLC, Soros Fund Management |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Strollad etnek | Achkenazed |
| Statud sokial | billionaire |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Oberennoù zo en dastumad | Soros Foundation–Hungary Records |
| Ezel eus | National Academy of Sciences of Ukraine, American Academy of Arts and Sciences |
| Perc'henn war | Torre Mayor |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.georgesoros.com |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |

George Soros, bet ganet Schwartz György d'an 12 a viz Eost 1930 e Budapest (Hungaria), a zo ur c'hellidour stadunanat pinvidik-mor a orin hungariat. E miz C'hwevrer 2018 e oa istimet da 8 bilion $ e binvidigezh. Roet en deus un 32 bilion $ da obererezhioù ar mat dre e aozadur Open Society Foundations.
Deuet brudet eo gant e obererezhiou a drafikerez war ar « paper arc'hant » (devise) hag ar c'hevrannou (actions). Merket en deus istor talvoudou ar yalc'hadou an talvoudou hag ivez evit e madoberereziou filantropek. Unan eus diazezourien an hedge funds eo, digouezhet er bloaveziou 70, hag a zo disheñvel deus ar glogoren arc'hantiñ japanad. Prezidant eo bremañ deus Soros Fund Managment, diazezet e New York, hag a vere e 2012,ouzhpenn 25 milliard a $ evitañ, e famill hag e (fondations). Krouet en deus an Open Society Institute, deuet da vezañ Open Society Foundations.
En e yaouankiz Soros, ganet György Schwartz, a zo mab ar skrivagner esperanteg Tivadar Soros, gant an oberenn Maskerado ĉirkaŭ la morto, bet skrivet da gentañ en esperanteg hag a zanevelj e istor e-kerzh an dalc'hidigezh alaman e Budapest. Troet eo bet e meur a yezh (saozneg, rusianeg, alamaneg, hungareg ha turkeg). Neoazh Georg hag e vreur Paul ne hañvalont ket bezañ esperantegerien a vihanig, obererezh ebet n'o deus graet war an danvez se. Ganet eo en Hungaria. Pa oa trizek vloaz e voe aloubet Hungaria gant an Alamagn nazi, e miz meurzh 1944. Daoust d'e familh bout Yuzevien e tec'h kuit deus an hengaserezh dre chans, gwarezadur un implijiad ar vaodiernerez ha lak anezhañ da dremen evit e filhor. Bevañ ra en Hungaria betek 1946, kent tec'hout d'an dalc'herez soviedel e-skeud 'n em gavout er c'hendalc'h esperantek.
D'ar Rouantelezh Unanet e tivro e 1947, ma stag gant studiou armerzhel el London School of Economics. Tapout a ra ur vachelor e skiantou e 1951 hag ur PhD a brederouriez en 1954. Kregiñ ra da labourat, ar memes bloaz, en un ti courtage deus ar City Londoniad, krouet gant daou genlabourer Hungariad. Ouzhpenn da se e ra micheriou bihan evel mestr gouronkañ, gwerzer profou envoriñ, douger malizennou. Mont ra d'ar Stadou Unanet e 1956 evit hevezañ gounid awalc'h a arc'hant e Wall Street evit bout skrivagner ha prederour. Labourat a ra, evel dielfenour e meur a meur a gevredigez arc'hantel bihan : F.M. Mayer and co Wertheim and co puis Arnold and S. Bleichroeder. E ti Arnold and S. Bleichroeder eo dielfenour hag e ver evit ar wech kentañ ur sammad postadurez tredeogel war an danveziou diazezel. E 1969 e krou e c'hentañ ...