Segal
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Secale cereale | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Liliopsida | ||||
Urzhad : | Poales | ||||
Kerentiad : | Poaceae | ||||
Genad : | Secale | ||||
Anv skiantel | |||||
Secale cereale
M.Bieb. | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar segal (Secale cereale) a zo un edenn eus kerentiad ar Poaceae. Tost-tre eo ouzh an heiz hag ar gwinizh hag implijet e vez d'ober bleud, bara, bier-segal, vodka, wiski-segal (rye whisky) hag ivez da vagañ loened-feurm.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eo unan eus ar spesadoù ed gouez a gresk e kreiz Turkia. Kavout a reer roudoù eus ar stumm-feurm a zrevadoù bihan en un nebeud lec'hiennoù arkeologiel e Turkia met estreget-se ne zeu war-wel nemet en Europa e-pad oadvezh an arem etre -1800 ha -1500[1]. Posupl eo e oa bet degaset da Europa eus Turkia asambles gant ar gwinizh hag e oa bet gounezet diwezhatoc'h en un doare distag. Gounezet e oa bet gant ar Romaned e Preden ha war vord an Danav met fall e oa bet kavet ganto hervez Plinius an Henañ.
Gounidegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gouzañv a ra ar segal un douar trenk hag un hinad c'hleb ha yen gwelloc'h eget ar gwinizh met n'eo ket ken kalet ouzh ar riv hag an heiz. E Turkia e vez gounezet alies gant ar gwinizh. Reiñ a ra un blaz ispisial d'ar bleud ha trevadoù fonnus pe fonnusoc'h a vez ha pa ve bet fall an amzer.
Gounid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Produerien pennañ segal — 2005 (milion ton) | |
---|---|
Rusia | 3.6 |
Polonia | 3.4 |
Alamagn | 2.8 |
Belarus | 1.2 |
Ukraina | 1.1 |
Sina | 0.6 |
Kanada | 0.4 |
Turkia | 0.3 |
Stadoù-Unanet | 0.2 |
Aostria | 0.2 |
Bed a-bezh | 13.3 |
Source: UN Food & Agriculture Organisation (FAO)[2] |
E norzh, kreiz ha reter Europa e vez gounezet ar segal dreist-holl. Mont a ra e gelc'hiad eus norzh Alamagn betek norzh ha kreiz Rusia hag e-barzh emañ Ukrainia, Belarus, Lituania ha Latvia ivez. Gounezet e vez e Norzhamerika, en Arc'hantina, e Turkia, Kazakstan hag e norzh Sina.
War-zigresk emañ ar c'hementadoù produet abalamour d'ur goulenn dister. Da skouer, kouezhet eo gounezerezh Rusia eus 13.9 milion a donennadoù e 1992 da 3.4 e 2005.
Kleñvedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwiridik-tre ouzh an druilh eo ar segal. Debriñ segal druilhet a c'hell bezañ penn-kaoz d'ur gwall gleñved, an druilherezh e anv. Kleñvedoù-red druilherezh a veze ingal a-walc'h gwechall er broioù yen ma oa ar segal an ed pouezusañ. Hervez tud 'zo, an emdouelladurioù a oa-eñ abeg dezho a voe penn-kaoz da galz a tamalladennoù huderezh[3].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bara-segal a vez debret en un doare ingal e norzh Europa. Implijet e vez ivez d'ober ar bara strakus svedat. E-barzh ar bleud segal ez eus nebeutoc'h a c'hluten eget er bleud gwinizh ha muioc'h a wiad. Gallout a ra boud implijet ivez d'ober un doare wiski ha bier.
Arc'hant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ar ger evit arc'hant. Ober segal a zo gounit kalz arc'hant.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Daniel Zohary and Maria Hopf, Domestication of plants in the Old World, third edition (Oxford: University Press, 2000), p. 75
- ↑ Major Food And Agricultural Commodities And Producers - Countries By Commodity
- ↑ Ergot of Rye: History
- Secale cereale (TSN 42089). Integrated Taxonomic Information System. Accessed on September 22 2002.
- Multilingual taxonomic information from the University of Melbourne
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gordon Hillmann: New evidence of Lateglacial cereal cultivation at Abu Hureyra on the Euphrates, in: The Holocene 11/4 (July 2001), p. 383-393.
- Growing Rye hosted by the UNT Government Documents Department
Ed |
|
---|---|
Amarant · Heiz · Gwinizh-du (ed-du) · Fonio · Daeroù Job · Kañiwa · Maiz · Mell · Kerc'h · Kinoa · Riz · Segal · Sorgo · Yell · Tritikal · Tef · Riz Gouez · Gwinizh |